La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Jeremiaz 13:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Hag e vruzunin anezho an eil war egile, an tadoù hag ar vibien a-unan, eme an AOTROU. N'espernin ket, ne'm bo na truez na trugarez, netra ne harzo ouzhin eus distrujañ anezho.

Ver Capítulo



Jeremiaz 13:14
30 Referencias Cruzadas  

Mibien Ammon ha Moab en em savas a-enep tud menez Seir, evel evit o lakaat da verz hag o distrujañ. Ha p'o doe echu gant tud Seir, en em sikourjont an eil egile d'en em zistrujañ kenetrezo.


Taolet eo biroù warnañ, n'eo ket espernet, tec'hout a ra diouto.


O freuzañ a ri gant ur walenn houarn, o bruzunañ a ri evel lestr ur poder.


Pa vez sec'h ar skourroù, e vint torret, hag ar merc'hed a zeuio da enaouiñ un tan. Ar bobl-mañ n'he deus ket a skiant, en abeg da-se an hini en deus o c'hrouet n'en devo ket truez outo, an hini en deus o stummet ne raio ket trugarez dezho.


Rak piv en defe trugarez ouzhit, Jeruzalem? Piv a ouelfe warnout? Piv a zistrofe evit goulenn diwar da benn?


Va dilezet ec'h eus, eme an AOTROU, aet out a-dreñv, neuze ec'h astennan va dorn warnout hag e tistrujan ac'hanout. Skuizh on o kaout truez ouzhit.


Rak evel-henn e komz an AOTROU: Ned i ket d'un ti a gañv, ha ned i ket da hirvoudiñ ha da c'hlac'hariñ ganto, rak tennet em eus va feoc'h eus ar bobl-mañ eme an AOTROU, va madelezh ha va zrugarez.


Ha goude-se, eme an AOTROU, e lakain Sedesia roue Juda, e servijerien, ar bobl, ar re eus ar gêr-mañ a vo manet goude ar vosenn, ar c'hleze hag an naonegezh, etre daouarn Nebukadnezar roue Babilon, etre daouarn o enebourien, hag etre daouarn ar re a glask o buhez, hag e skoio warno gant troc'h ar c'hleze, n'esperno ket anezho, n'en devo na truez na trugarez.


Evañ a raint hag e vrañsellint hag e teuint diskiant en abeg d'ar c'hleze a gasin en o zouez.


En abeg da drouz tregernus karnioù e virc'hed galloudek, en abeg da storlok e girri, en abeg da dourni e rodoù, an tadoù ne droint ket etrezek o mibien, ken laosk ma teuio o daouarn.


Setu e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma kasin dezhañ tud a dreuzlestro anezhañ, a c'houllondero e listri, a lakaio e seier-lêr a-dammoù.


Setu perak evel-henn e komz AOTROU: Setu, emaon o vont da lakaat dirak ar bobl-mañ mein-kouezh, hag e kouezho en o enep tadoù ha mibien a-gevret, amezeien ha mignoned, hag ez aint da goll.


An den yaouank hag an den kozh a zo gourvezet war an douar er straedoù. Va gwerc'hezed ha va re zibabet a zo kouezhet dre ar c'hleze. Lazhet ec'h eus da zeiz da gounnar, mouget ec'h eus didruez.


Me an AOTROU am eus komzet, hag e c'hoarvezo, henn ober a rin. Ned in ket war-dreñv, ha ne'm bo na truez na keuz. Barnet e vi hervez da hentoù hag hervez da oberoù, eme an Aotrou AOTROU.


Bremañ emañ an diwezh warnout, hag e kasin va c'hounnar a-enep dit, hag e varnin ac'hanout hervez da hentoù, hag e lakain warnout da holl euzhusterioù.


Va lagad n'esperno ket ac'hanout, hag e vin didruez, hag e lakain warnout da hentoù, ha da euzhusterioù a vo en da greiz, hag e ouiot ez on me an AOTROU.


Va lagad n'esperno ket ac'hanout, hag e vin didruez, hag e lakain warnout da hentoù, da euzhusterioù a vo en da greiz, hag e ouiot ez on me an AOTROU a sko.


Ha me ivez a raio gant fulor, va lagad n'esperno ket, hag e vin didruez. Pa griint a vouezh uhel da'm divskouarn, ne selaouin ket outo.


Ha me ivez, va lagad n'esperno ket, hag e vin didruez, hag e lakain o hentoù war o fenn.


Hag e lavaras d'ar re all, en doare ma klevjen: Tremenit dre gêr war e lerc'h, ha skoit! Ra n'esperno ket ho lagad, ha ra viot didruez.


ha na'm befe ket a druez e-keñver he mibien, rak mibien a c'hastaouerezh ez int.


Rak n'espernin ken tud ar vro, eme an AOTROU, ha setu e lakain an dud etre daouarn an eil egile hag etre daouarn o roue. Bruzunañ a raint ar vro, ha ne zieubin ket eus o daouarn.


Ar breur a roio e vreur d’ar marv, hag an tad e vugel, ar vugale en em savo a-enep o zud hag o lakaint d’ar marv.


Ar breur a roio e vreur d’ar marv, hag an tad e vugel. Ar vugale en em savo a-enep o zud hag o lakaint d’ar marv.


an AOTROU ne fello ket dezhañ pardoniñ d'an den-se, met kounnar an AOTROU hag e warizi en em dano en e enep, an holl vallozhioù skrivet el levr-mañ a bouezo warnañ, hag an AOTROU a lamo e anv a-zindan an neñvoù.


Gedourien Saül e Gibea-Benjamin a sellas, ha setu, an engroez a dec'he hag a yae a-stlabez.