Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Klemmganoù 2:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 An den yaouank hag an den kozh a zo gourvezet war an douar er straedoù. Va gwerc'hezed ha va re zibabet a zo kouezhet dre ar c'hleze. Lazhet ec'h eus da zeiz da gounnar, mouget ec'h eus didruez.

Ver Capítulo Copiar




Klemmganoù 2:21
33 Referencias Cruzadas  

Neuze e lakaas da bignat a-enep dezho roue ar Galdeiz, a lazhas o zud yaouank dre ar c'hleze e ti o santual. Ha n'en doe truez nag ouzh an den yaouank, nag ouzh ar werc'hez, nag ouzh ar c'hozhiad, nag ouzh ar blev gwenn, a lakaas holl etre e zaouarn.


Hag al lizheroù a voe kaset dre rederien da holl broviñsoù ar roue, evit ma vije kaset da get, lazhet, distrujet an holl Yuzevien, ar re yaouank evel ar re gozh, ar vugale hag ar maouezed, en un hevelep devezh, an trizekvet eus an daouzekvet miz, a zo miz Adar, ha ma vije preizhet o madoù.


Pa vez sec'h ar skourroù, e vint torret, hag ar merc'hed a zeuio da enaouiñ un tan. Ar bobl-mañ n'he deus ket a skiant, en abeg da-se an hini en deus o c'hrouet n'en devo ket truez outo, an hini en deus o stummet ne raio ket trugarez dezho.


setu perak eta evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da gastizañ anezho: an dud yaouank a varvo dre ar c'hleze, o mibien hag o merc'hed a varvo dre an naonegezh,


Hag e vruzunin anezho an eil war egile, an tadoù hag ar vibien a-unan, eme an AOTROU. N'espernin ket, ne'm bo na truez na trugarez, netra ne harzo ouzhin eus distrujañ anezho.


Setu perak, ro o mibien d'an naonegezh, dilez-int da c'halloud ar c'hleze, ra vo o gwragez dirannet eus mibien hag intañvezed, ra vo lazhet o gwazed gant ar vosenn, ra vo skoet o zud yaouank gant ar c'hleze er brezel,


Ha goude-se, eme an AOTROU, e lakain Sedesia roue Juda, e servijerien, ar bobl, ar re eus ar gêr-mañ a vo manet goude ar vosenn, ar c'hleze hag an naonegezh, etre daouarn Nebukadnezar roue Babilon, etre daouarn o enebourien, hag etre daouarn ar re a glask o buhez, hag e skoio warno gant troc'h ar c'hleze, n'esperno ket anezho, n'en devo na truez na trugarez.


Klevet em eus evel kriadenn ur vaouez er poanioù, evel enkrez ur vaouez en he c'hentañ gwilioud, kriadenn merc'h Sion o huanadiñ, oc'h astenn he daouarn: A! Gwalleur din! Rak va ene a bleg dindan ar vuntrerien.


drezout em eus brevet ar paotr hag ar plac'h, drezout em eus brevet an den kozh hag ar bugel, drezout em eus brevet an den yaouank hag ar plac'h yaouank,


Neuze ez on leun a fulor an AOTROU, ha skuizh on ouzh he derc'hel. Skuilh hi war ar vugale er straed, ha war vodadeg ar re yaouank. Rak ar gwaz hag ar wreg a vo tapet, ar c'hozhiad hag an hini bec'hiet a zeizioù.


Maouezed, selaouit komz an AOTROU, ra zegemero ho skouarn komz e c'henoù, kelennit d'ho merc'hed hirvoudiñ, hag an eil d'eben ober gwerzioù.


Rak ar marv a zo pignet dre hor prenestroù, deuet eo en hor palezioù, o lazhañ ar vugale er straedoù hag an dud yaouank el leurennoù.


An AOTROU en deus diskaret an holl dud kreñv em c'hreiz. Galvet en deus un emvod em enep, evit distrujañ va zud yaouank. An AOTROU en deus jaodret er waskell ar werc'hez merc'h Juda.


An AOTROU a zo reizh, rak ez on bet disent ouzh e c'henoù. Pobloù, selaouit holl, gwelit va glac'har. Va gwerc'hezed ha va zud yaouank a zo bet harluet.


Hentoù Sion a zo e kañv, rak den ne zeu ken d'ar gouelioù. Hec’h holl zorojoù a zo didud, hec'h aberzhourien a huanad. He gwerc'hezed a zo glac’haret, hag hi a zo leuniet a c'hwervoni.


An AOTROU en deus graet hervez e vennozh, sevenet en deus ar gomz divizet abaoe pell. Distrujet en deus didruez. Laouenaet en deus an enebour diwar da benn, savet en deus nerzh da waskerien.


An Aotrou en deus distrujet, didruez, holl lec'hioù plijus Jakob. Diskaret en deus, en e fulor, kreñvlec'hioù merc'h Juda, o zaolet en deus d'an douar. Disakret en deus ar rouantelezh hag he fennoù.


Gwisket a gounnar, ec'h eus redet war hol lerc'h, lazhet ec'h eus didruez.


Lavar da di Israel: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, emaon o vont da zisakrañ va santual, lorc'h ho kalloud, plijadur ho taoulagad, ar pezh a gar hoc'h eneoù. Hag ho mibien hag ho merc'hed hoc'h eus lezet a gouezho dre ar c'hleze.


Me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU; saotret ac'h eus va santual gant da holl draoù kasonius ha da holl euzhusterioù, neuze me ivez en em denno, va lagad n'esperno ket ac'hanout, hag e vin didruez.


Va lagad n'esperno ket ac'hanout, hag e vin didruez, hag e lakain warnout da hentoù, ha da euzhusterioù a vo en da greiz, hag e ouiot ez on me an AOTROU.


Va lagad n'esperno ket ac'hanout, hag e vin didruez, hag e lakain warnout da hentoù, da euzhusterioù a vo en da greiz, hag e ouiot ez on me an AOTROU a sko.


Ha me ivez a raio gant fulor, va lagad n'esperno ket, hag e vin didruez. Pa griint a vouezh uhel da'm divskouarn, ne selaouin ket outo.


Ha me ivez, va lagad n'esperno ket, hag e vin didruez, hag e lakain o hentoù war o fenn.


Kaset em eus en ho touez ar vosenn evel hini an Ejipt. Lakaet em eus da vervel gant ar c'hleze ho tud yaouank, ho kezeg a zo bet tapet, lakaet em eus da sevel flaeriadur ho kampoù betek ho tivfron. Ha n'oc'h ket distroet ouzhin, eme an AOTROU.


En deiz-se, ar gwerc'hezed kaer hag ar baotred yaouank a semplo gant ar sec'hed.


Rak n'espernin ken tud ar vro, eme an AOTROU, ha setu e lakain an dud etre daouarn an eil egile hag etre daouarn o roue. Bruzunañ a raint ar vro, ha ne zieubin ket eus o daouarn.


ur bobl garv o dremmoù, na ziskouezo na doujañs e-keñver an hini kozh na truez e-keñver ar bugel,


Ar c'hleze a zistrujo er-maez, hag ar spouron e-barzh, o skeiñ an den yaouank hag ar werc'hez, ar poupig had an den gant blev gwenn.


Hag e lakajont da verz kement a oa e kêr, dre varvenn ar c'hleze, gwaz ha gwreg, bugel ha kozh, ejen, dañvad hag azen.


Kae bremañ, sko war Amalek, ha laka da verz ar pezh en deus, n'espern ket anezhañ, met laka d'ar marv ar wazed hag ar maouezed, ar vugale hag ar re a zen, an ejened hag an deñved, ar c'hañvaled hag an ezen.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos