Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -


Sant Marc 13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 13 Neuze e vo gwelet Mab an den o tont...

1 Evel ma’z ae Jezuz kuit eus an templ, unan eus e ziskibien a lavaras dezhañ: Mestr, sell pebezh mein ha pebezh tiez!

2 Jezuz a respontas dezhañ: Ha gwelout a rez an holl diez bras-se? Ne chomo ket anezho maen war vaen na vo diskaret.

3 Evel ma oa azezet war Venez an Olived dirak an templ, Pêr, Jakez, Yann hag Andrev a c’houlennas a-du digantañ:

4 Lavar deomp pegoulz e c’hoarvezo an holl draoù-se, ha dre beseurt sin e vo anavezet e vint prest d’en em gavout?

5 Jezuz, o respont, en em lakaas da lavarout dezho: Diwallit na dromplfe den ac’hanoc’h.

6 Rak meur a hini a zeuio em anv, o lavarout: Me eo. Hag e tromplint kalz a dud.

7 Pa glevot komz eus brezelioù ha brud eus brezelioù, na spontit ket rak ret eo e teufe an traoù-se. Met kement-se ne vo ket c’hoazh ar fin.

8 Rak ur vroad a savo a-enep ur vroad all hag ur rouantelezh a-enep ur rouantelezh all, hag e vo krenoù-douar e meur a lec’h, naonegezhioù ha trubuilhoù. An traoù-mañ a vo ar penn-kentañ eus ar gloazioù.

9 Met diwallit ouzhoc’h hoc’h-unan, rak ho kas a raint dirak al lezioù-barn hag ho skourjezañ a raint er sinagogennoù, mont a reot dirak ar c’houarnourien ha dirak ar rouaned abalamour din, evit reiñ testeni dirazo.

10 Ret eo e vefe da gentañ prezeget an Aviel d’an holl vroadoù.

11 Pa gasint ac’hanoc’h evit ho lakaat etre o daouarn, na vezit ket en poan a-raok eus ar pezh ho po da lavarout ha na rakprederit ket anezhañ, met lavarit ar pezh a vo roet deoc’h war an eur-se, rak ne vo ket c’hwi a gomzo met ar Spered-Santel.

12 Ar breur a roio e vreur d’ar marv, hag an tad e vugel. Ar vugale en em savo a-enep o zud hag o lakaint d’ar marv.

13 Kasaet e viot gant an holl abalamour da’m anv, met an hini a gendalc’ho betek ar fin a vo salvet.

14 Pa welot an euzhusted eus ar glac’har, m’en deus komzet ar profed Daniel anezhi, deuet el lec’h ne dle ket bezañ, ra gompreno an neb a lenn, neuze ar re a vo e Judea, ra dec’hint war ar menezioù,

15 an hini a vo war an doenn, ra ne ziskenno ket en ti ha n’aio ket ennañ da gemer un dra bennak eus e di,

16 an hini a vo er parkeier, ra ne zistroio ket a-dreñv da gemer e zilhad.

17 Gwalleur d’ar gwragez brazez ha d’ar magerezed en deizioù-se!

18 Pedit evit na erruo ket ho tec’h er goañv,

19 rak bez’ e vo en deizioù-se an hevelep glac’har ken adalek penn-kentañ ar bed en deus Doue krouet betek vremañ n’eus ket bet, ha ne vo biken.

20 Ha ma n’en dije ket an Aotrou berraet an deizioù-se, den ebet ne vije salvet. Met abalamour d’ar re zibabet dilennet gantañ, en deus o berraet.

21 Neuze, mar lavar unan bennak deoc’h: Setu, ar C’hrist a zo amañ, pe: Aze, na gredit ket.

22 Rak fals-kristed ha fals-profeded a savo, hag e raint sinoù ha burzhudoù da dromplañ, ma vije gallet, zoken ar re zibabet.

23 Bezit war evezh eta, setu, lavaret em eus holl deoc’h a-raok.

24 En deizioù-se, goude ar glac’har-mañ, an heol a vo teñvalaet, al loar ne roio ket he sklêrijenn,

25 ar stered a gouezho eus an oabl, hag ar galloudoù a zo en neñv a vo brañsellet.

26 Neuze e vo gwelet Mab an den o tont war ar c’hoabr gant ur galloud hag ur gloar bras.

27 Neuze e kaso e aeled da zastum e re zibabet eus ar pevar avel, adalek pennoù pellañ an douar betek pennoù pellañ an neñv.

28 Deskit dre ur barabolenn tennet eus ar wezenn-fiez. Pa zeu he brankoù da vezañ tener hag he delioù da vountañ, c’hwi a oar ez eo tost an hañv.

29 Evel-se ivez pa welot kement-se oc’h erruout, gouezit emañ tost Mab an den, e-tal an nor.

30 Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos ar rummad-mañ ne dremeno ket ken na vo c’hoarvezet an holl draoù-se.

31 An neñv hag an douar a dremeno, met va gerioù ne dremenint ket.

32 Evit ar pezh a sell ouzh an deiz pe an eur, den n’o anavez, nag an aeled a zo en neñv, nag ar Mab, met an Tad hepken.

33 Bezit war evezh, beilhit ha pedit, rak n’ouzoc’h ket pegoulz e teuio an amzer-se.

34 Heñvel eo ouzh un den a ya en ur vro all, a lez e di, a ro ar renerezh anezhañ d’e vevelien o reiñ da bep hini e labour, hag a c’hourc’hemenn d’ar porzhier bezañ dihun.

35 Beilhit eta, rak n’ouzoc’h ket pegoulz e teuio mestr an ti, d’an abardaez, da hanternoz, da gan ar c’hilhog pe diouzh ar beure,

36 gant aon na zeufe en un taol ha n’ho kavfe kousket.

37 Hag ar pezh a lavaran deoc’h, a lavaran d’an holl: Beilhit.

Síguenos en:



Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos