Lavarout a ri dezho ar gomz-mañ: Evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel: Pep lestr a vo leuniet a win. Hag e lavarint dit: Ha n'ouzomp ket e vo pep lestr leuniet a win?
Hag e vruzunin anezho an eil war egile, an tadoù hag ar vibien a-unan, eme an AOTROU. N'espernin ket, ne'm bo na truez na trugarez, netra ne harzo ouzhin eus distrujañ anezho.
Lavarout a ri dezho: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Evit ha bezit mezv, dislonkit ha kouezhit hep adsevel, en abeg d'ar c'hleze a gasin en ho touez.
Ha te, hag e klaskfes evidout traoù bras? Na glask ket anezho, rak setu ez an da lakaat ar gwalleur da zont war bep kig, eme an AOTROU. Met da vuhez a roin dit evel preizh, en holl lec'hioù ma'z i.
Pa vint tommaet, e kinnigin da evañ dezho, o mezviñ a rin, evit ma laouenaint ha ma kouskint eus ur c'housk peurbadus, ha ne zihunint ken, eme an AOTROU.
Rak evel ma hoc'h eus evet war va menez santel, evel-se an holl vroadoù a evo dalc'hmat. Ya, evañ a raint, lonkañ a raint, hag e vint evel ma ne vijent ket bet.
ec’h evo ivez gwin fulor Doue, gwin digemmesk kempennet e hanaf e gounnar, hag ec’h estrenvano en tan hag er soufr dirak an aeled santel ha dirak an Oan.
Un ael all a heulie o lavarout: Kouezhet eo, kouezhet eo, Babilon ar gêr vras, abalamour m’he deus roet da evañ d’an holl vroadoù eus gwin fulor he gastaouerezh.
Rak an holl vroadoù o deus evet gwin eus fulor he gastaouerezh, rouaned an douar a zo en em c’hastaouet ganti ha marc’hadourien an douar a zo en em binvidikaet eus fonnder he diroll.