Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 25:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 Kemer a ris eta an hanaf eus dorn an AOTROU, hag e rois da evañ dioutañ d'an holl vroadoù am c'hase an AOTROU etrezek enno,

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 25:17
9 Referencias Cruzadas  

Sell, lakaet em eus ac'hanout hiziv war ar broadoù ha war ar rouantelezhioù, evit diframmañ ha diskar, evit distrujañ ha glac'hariñ, evit sevel ha plantañ.


Ha ma ne fell ket dezho kemer an hanaf eus da zorn evit evañ, e lavari dezho: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Evañ a reot dioutañ a-dra-dur!


setu e kasin hag e kemerin holl bobloù an hanternoz, eme an AOTROU, ha Nebukadnezar roue Babilon va servijer, hag o lakain da zont a-enep ar vro-mañ hag a-enep hec'h holl dud hag a-enep an holl vroadoù tro-dro. Hag o lakain da verz, hag e rin anezho ur glac'har hag ur goapaerezh, ur gouelec'h peurbadus.


ha kas anezho da roue Edom, da roue Moab, da roue mibien Ammon, da roue Tir, da roue Sidon, dre zaouarn ar gannaded a zo deuet da Jeruzalem etrezek Sedesia roue Juda.


Mab an den, tro da zremm ouzh Faraon roue an Ejipt, hag e profedi a-enep dezhañ hag a-enep an Ejipt a-bezh.


Hag e tigoris va genoù, hag e reas din debriñ ar roll-se.


Ar weledigezh am boa neuze a oa heñvel ouzh ar weledigezh am boa bet pa oan deuet da zistrujañ ar gêr. Hag ar gweledigezhioù-se am boa bet, a oa evel ar weledigezh am boa bet tost da stêr Kebar.


Leuniet e vi a vezh, ha n'eo ket a c'hloar. Ev te ivez, hag en em zizolo! Hanaf dorn dehou an AOTROU a raio an dro betek ennout, hag an dismegañs a vo war da c'hloar!


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos