Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 25:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 da Jeruzalem ha da gêrioù Juda, d'he rouaned ha d'he friñsed, evit ober anezho ur rivin, ur glac'har, ur c'hoapadenn hag ur vallozh, evel ma weler hiziv,

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 25:18
27 Referencias Cruzadas  

Dalc'het ec'h eus e-keñver da servijer David va zad d'ar pezh az poa prometet dezhañ. Hag ar pezh ac'h eus lavaret gant da c'henoù, da zorn en deus e sevenet, evel ma weler hiziv.


Dre ma'z eo bet tener da galon, ma ec'h eus en em izelaet dirak an AOTROU pa ec'h eus klevet ar pezh am eus disklêriet a-enep al lec'h-mañ hag a-enep e dud a vo glac'haret ha milliget, dre ma ec'h eus roget da zilhad, ha ma ec'h eus gouelet dirazon, me ivez am eus klevet, eme an AOTROU.


Setu perak kounnar an AOTROU a zo bet war Juda ha war Jeruzalem, hag en deus roet anezho d'ar glac'har, d'ar reuz ha d'ar goapaerezh, evel ma welit gant ho taoulagad.


Abaoe deizioù hon tadoù betek hiziv ez omp gwall gablus, hag en abeg d'hon direizhder ez omp bet gwerzhet, ni, hor rouaned, hon aberzhourien, etre daouarn ar broioù-mañ, d'ar c'hleze, d'ar sklavelezh, d'ar preizherezh, ha d'ar vezh war hon dremm evel hiziv.


Setu, hiziv ez omp sklaved er vro az poa roet d'hon tadoù evit debriñ he frouezh hag he madoù. Ha setu ez omp sklaved enni.


O Doue! Hon taolet kuit hag hor stlabezet ec'h eus, droug a zo aet ennout. Ra deomp adsevel!


Eñ eo an hini a gas ar briñsed da netra, hag a laka da vezañ evel mann barnerien an douar.


Lezel a reot hoc'h anv da'm re zibabet evit mallozhiñ, hag an Aotrou AOTROU a lakaio ac'hanout d'ar marv, hag e c'halvo e servijerien dre un anv all.


Sell, lakaet em eus ac'hanout hiziv war ar broadoù ha war ar rouantelezhioù, evit diframmañ ha diskar, evit distrujañ ha glac'hariñ, evit sevel ha plantañ.


Komz an AOTROU a voe disklêriet din evit an eil gwech er gerioù-se:


Evel-henn e komz an AOTROU: Evel-se e vreinin lorc'h Juda ha lorc'h bras Jeruzalem.


Hag e rin dezho bezañ ur spont evit o gwalleur, dre holl rouantelezhioù an douar, evit bezañ un dismegañs, ur flemmadenn, ur c'hoapadenn, ur vallozh, en holl lec'hioù ma em bo o c'haset.


An holl vro-mañ a vo un distruj hag ur rivin, hag ar broadoù-mañ a vo sujet da roue Babilon e-pad dek vloaz ha tri-ugent.


setu e kasin hag e kemerin holl bobloù an hanternoz, eme an AOTROU, ha Nebukadnezar roue Babilon va servijer, hag o lakain da zont a-enep ar vro-mañ hag a-enep hec'h holl dud hag a-enep an holl vroadoù tro-dro. Hag o lakain da verz, hag e rin anezho ur glac'har hag ur goapaerezh, ur gouelec'h peurbadus.


me a lakaio an ti-mañ evel Silo, hag e rin eus ar gêr-mañ ur vallozh evit holl vroadoù an douar.


An AOTROU n'en deus ket fellet dezhañ e c'houzañv pelloc'h, en abeg da zrougiezh hoc'h oberoù, en abeg d'an traoù euzhus hoc'h eus graet, en doare ma'z eo troet ho pro en ur gouelec'h, en ur souezh hag en ur vallozh, hep na vefe den o chom ennañ, evel ma vez gwelet hiziv.


Hag e vint glac'haret e-touez ar broioù glac'haret, he c'hêrioù a vo e-touez kêrioù rivinet.


Sevenet en deus ar c'homzoù en doa lavaret a-enep deomp hag a-enep hor barnerien o deus hor barnet, lakaet en deus da zont warnomp ur boan vras, rak dindan an neñvoù ne oa ket c'hoarvezet evel m'eo c'hoarvezet e Jeruzalem.


Kas a rin e Juda un tan a lonko palezioù Jeruzalem.


Ne'm eus anavezet nemedoc'h a-douez holl diegezhioù an douar. Setu perak me ho kastizin evit hoc'h holl zireizhder.


Rak miret eo bet reolennoù Omri hag holl zoareoù-ober ti Akab, hag e kerzhez hervez o c'huzulioù. Dre-se e rin ganit un distruj, ha gant da annezidi un dra a c'hoapaerezh, hag e tougot dismegañs va fobl.


Nemet en em virit ouzh an traoù lakaet da verz, gant aon na en em lakafec'h da verz o kemer eus an traoù lakaet da verz, ha na lakafec'h kamp Israel da verz ha na vefec'h trubuilh ennañ.


Rak an amzer a zeu ma tle ar varn kregiñ gant ti Doue. Ha mar krog ganeomp-ni, petra a vo diwezh ar re na sentont ket ouzh Aviel Doue?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos