Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 25:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Rak evel-henn en deus lavaret an AOTROU, Doue Israel, din: Kemer eus va dorn an hanaf-mañ a win a gounnar, ha ro dioutañ da evañ d'an holl bobloù ma ez kasin etrezek enno.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 25:15
27 Referencias Cruzadas  

Ra welo gant e zaoulagad e zistruj, ra evo gounnar an Holl-C'halloudeg.


Lakaat a ra rouedoù da gouezhañ war ar re zrouk, tan ha soufr hag an avel leskidik a vo o lod.


O Doue! Hon taolet kuit hag hor stlabezet ec'h eus, droug a zo aet ennout. Ra deomp adsevel!


met Doue eo a varn. Izelaat a ra an eil hag e sav egile.


Rak emañ e dorn an AOTROU un hanaf ma verv ennañ ar gwin. Leun eo a win mesket, hag e skuilh dioutañ. A-dra-sur holl re zrouk an douar a evo ar ouelezenn anezhañ.


Eno emañ ar mennad divizet a-enep an douar holl, eno emañ an dorn astennet war an holl vroadoù.


Rak emañ kounnar an AOTROU war an holl vroadoù, e fulor war an holl armeoù, o lakaet en deus da verz, o roet en deus d'al lazhadeg.


Dihun! Dihun! Sav, Jeruzalem! Evet ec'h eus, eus dorn an AOTROU, hanafad e gounnar; evet ec'h eus, sunet ec'h eus betek al lec'hid an hanaf-mezevelliñ.


Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU da Zoue, a zifenn kaoz e bobl: Setu em eus kemeret eus da zorn an hanaf-mezevelliñ, hanaf va c'hounnar. Ne evi ken dioutañ en amzer da zont,


rak en lakain e dorn da waskerien, ar re a lavare da'z ene: Pleg evit ma tremenimp! Neuze e raes eus da gein evel un douar, evel ur straed evit an dremenidi.


A-raok ma em boa da stummet er c'hof, em boa da anavezet, a-raok ma oas deuet eus ar mammog, em boa da santelaet ha da lakaet da brofed evit ar broadoù.


Kemer dit ur roll levr, ha skriv warnañ an holl gomzoù am eus lavaret dit a-enep Israel, a-enep Juda hag a-enep an holl vroadoù, abaoe an deiz ma em eus komzet ouzhit, abaoe deizioù Jozia, betek hiziv.


Dont a raio hag e skoio war vro Ejipt, d'ar marv ar re a zo evit ar marv, d'an harlu ar re a zo evit an harlu, d'ar c'hleze ar re a zo evit ar c'hleze.


Ha te, hag e klaskfes evidout traoù bras? Na glask ket anezho, rak setu ez an da lakaat ar gwalleur da zont war bep kig, eme an AOTROU. Met da vuhez a roin dit evel preizh, en holl lec'hioù ma'z i.


Komz an AOTROU a voe disklêriet d'ar profed Jeremiaz a-enep ar broadoù.


Mezvit eñ, rak eo savet a-enep an AOTROU. Ra en em ruilho Moab en e c'hwedadenn, ha ra vo eñ ivez ur c'hoapadenn.


Rak evel-henn e komz an AOTROU: Setu, ar re na oant ket barnet da evañ an hanaf a evo anezhañ, ha te a vefe ezdalc'het? Ne vi ket ezdalc'het, met a-dra-sur evañ a ri anezhañ.


Babilon a oa un hanaf aour e dorn an AOTROU, hag e vezve an douar holl. Ar broadoù o deus evet eus he gwin, setu perak eo deuet diskiant ar broadoù.


Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Evañ a ri hanaf da c'hoar, don ha ledan e vo, bez' e vi un dra vezhus hag ur c'hoapadenn, ha bras eo e endalc'had.


Leuniet e vi a vezventi hag a c'hlac'har dre hanaf an distruj hag ar rivin, a zo hanaf da c'hoar Samaria.


Lakaat a rin bro Ejipt da vezañ ur glac'har e-touez ar broioù glac'haret, he c'hêrioù a vo distro e-pad daou-ugent vloaz e-touez kêrioù rivinet. Hag e stlabezin an Ejipsianed e-mesk ar broadoù, hag o strewin e meur a vro.


en abeg da-se, evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: A-dra-sur, e tan va gwarizi em eus komzet a-enep ar broadoù all hag a-enep Edom, o deus en em roet dezho o-unan va bro da berc'hennañ, gant levenez en o c'halon ha dismegañs en o ene, evit ober anezhi un douar digor d'ar preizh.


Rak evel ma hoc'h eus evet war va menez santel, evel-se an holl vroadoù a evo dalc'hmat. Ya, evañ a raint, lonkañ a raint, hag e vint evel ma ne vijent ket bet.


Leuniet e vi a vezh, ha n'eo ket a c'hloar. Ev te ivez, hag en em zizolo! Hanaf dorn dehou an AOTROU a raio an dro betek ennout, hag an dismegañs a vo war da c'hloar!


ec’h evo ivez gwin fulor Doue, gwin digemmesk kempennet e hanaf e gounnar, hag ec’h estrenvano en tan hag er soufr dirak an aeled santel ha dirak an Oan.


An ael a daolas e falc’h war an douar, a zastumas rezin gwinienn an douar hag o zaolas e beol vras kounnar Doue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos