Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 25:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Rak pobloù galloudek ha rouaned vras o sujo, int ivez, ha me a zaskoro dezho hervez o oberoù hag hervez labour o daouarn.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 25:14
17 Referencias Cruzadas  

Merc'h Babel, an hini wastet, eürus an den a roio dit ar pezh ac'h eus graet deomp!


War ar menezioù e vez klevet trouz un engroez, evel hini ur bobl niverus, un trouz safarus eus rouantelezhioù a bobloù dastumet. AOTROU an armeoù a ra gweladeg war an arme evit ar brezel.


Ar pobloù a gemero anezho, hag o degaso en-dro d'o bro. Ti Israel o ferc'henno war douar an AOTROU evel servijerien hag evel servijerezed. Kas a raint en dalc'herezh ar re o doa o dalc'het, hag e vestroniint war ar re o doa o gwasket.


Ur vouezh skeltr a zeu eus kêr, ur vouezh a zeu eus an templ, mouezh an AOTROU o paeañ o gopr d'e enebourien.


An holl vroadoù a servijo anezhañ, e vab ha mab e vab, ken na zeuio an amzer evit e vro e-unan ivez da vezañ mestroniet gant meur a vroad ha rouaned bras.


bras e kuzul, nerzhus e burzhudoù, da zaoulagad a zo digor war holl hentoù mibien an dud, evit reiñ da bep hini hervez e hentoù hag hervez frouezh e oberoù.


Setu, ur bobl a zeuio eus an hanternoz, ur vroad vras ha rouaned niverus a zihuno eus pennoù pellañ an douar.


Rak setu ez an da sevel ha da gas a-enep Babilon un tolpad a vroadoù bras eus bro an hanternoz, en em renko a-enep dezhi, hag e vo tapet. O biroù a vo evel re ur brezeler kadarn, na zistro ket e goullo.


Tec'hit eus kreiz Babilon, ra saveteo pep hini e vuhez, gant aon na varvfec'h en e zrougiezh, rak amzer veñjañs an AOTROU eo, reiñ a raio dezhi hervez ar pezh he deus graet.


PEREZ: da rouantelezh a zo bet rannet ha roet d'ar Veded ha d'ar Bersed.


Deuet eo deizioù ar c'hastiz, deuet eo deizioù an daskor, Israel a anavezo kement-se. Ar profed a zo sod, an den a spered a zo diskiant, en abeg da vraster da zireizhder hag en abeg da'z kasoni vras.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos