Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 25:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Ober a rin war ar vro-se an holl gomzoù am eus disklêriet a-enep dezhi, kement a zo skrivet el levr-mañ, ar pezh en deus Jeremiaz profedet a-enep an holl vroadoù-se.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 25:13
10 Referencias Cruzadas  

evel-se emañ gant ar gomz a zeu er-maez eus va genoù: ne zistroio ket din diefed, hag e raio ar pezh am eus c'hoant, hag e peurc'hraio ar pezh am bo roet dezhi da gas da benn.


Sell, lakaet em eus ac'hanout hiziv war ar broadoù ha war ar rouantelezhioù, evit diframmañ ha diskar, evit distrujañ ha glac'hariñ, evit sevel ha plantañ.


A-raok ma em boa da stummet er c'hof, em boa da anavezet, a-raok ma oas deuet eus ar mammog, em boa da santelaet ha da lakaet da brofed evit ar broadoù.


Evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel: Skriv en ul levr an holl gomzoù am eus lavaret dit.


Kemer dit ur roll levr, ha skriv warnañ an holl gomzoù am eus lavaret dit a-enep Israel, a-enep Juda hag a-enep an holl vroadoù, abaoe an deiz ma em eus komzet ouzhit, abaoe deizioù Jozia, betek hiziv.


Ha diwar-benn Jojakim roue Juda e lavari: Evel-henn e komz an AOTROU: Devet ec'h eus ar roll en ur lavarout: Perak ec'h eus skrivet ar gerioù-se: Roue Babilon a zeuio a-dra-sur, hag e tistrujo ar vro-mañ, hag e tiverko tud ha loened?


Jeremiaz a c'halvas eta Baruk mab Nerija. Ha Baruk a skrivas diouzh genoù Jeremiaz war ar roll levr, holl gomzoù an AOTROU en doa lavaret dezhañ.


PEREZ: da rouantelezh a zo bet rannet ha roet d'ar Veded ha d'ar Bersed.


Dariuz ar Med a gemeras ar rouantelezh, d'an oad a zaou vloaz ha tri-ugent.


Neuze e lavaras din: Ret eo dit diouganañ c’hoazh war un niver bras a bobloù, a vroadoù, a yezhoù hag a rouaned.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos