Juda a zo ul leon yaouank. Deuet out eus an drailhadeg, va mab! En em bleget eo, gourvezet eo evel ul leon, evel ul leonez, piv en lakaio da sevel?
Sant Ian 8:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Lavarout a raent kement-se evit e amprouiñ hag evit gallout e damall. Met Jezuz, o daoublegañ, a skrivas gant e viz war an douar, evel ma ne gleve ket. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Kement‐se a lavarent evit hen amprouv, evit gallout hen tamal. Mes Jesus, o veza en em bleget, a scrive gant he viz var an douar. |
Juda a zo ul leon yaouank. Deuet out eus an drailhadeg, va mab! En em bleget eo, gourvezet eo evel ul leon, evel ul leonez, piv en lakaio da sevel?
A hini a c'hell fuloriñ diwar-benn un tabut na sell ket outañ, a zo evel an hini a grog en ur c'hi dre e zivskouarn,
AOTROU, te eo esperañs Israel, an holl re a zilez ac'hanout a vo mezhek. Ar re a zistro diouzhin a vo enskrivet war an douar, dre ma tilezont mammenn an doureier a vuhez, an AOTROU.
War an taol e teuas er-maez bizied dorn un den o skrivañ a-dal d'ar c'hantolor war indu moger ar palez roueel. Ar roue a welas lod an dorn a skrive.
Kasaat a reont an hini a c'hourdrouz anezho ouzh an nor, hag o deus euzh ouzh an hini a gomz gant eeunder.
an holl dud o deus gwelet va gloar hag ar sinoù am eus graet en Ejipt hag el lec'h distro, hag o deus va zemptet dek gwech, ha n'o deus ket selaouet va mouezh,
Setu, e kasan ac’hanoc’h evel deñved e-touez ar bleizi, bezit eta evezhiek evel naered ha eeun evel koulmed.
Eñ ne respontas ket ur ger dezhi, hag e ziskibien a dostaas outañ hag a bedas anezhañ en ur lavarout: Kas anezhi kuit, rak krial a ra war hol lerc’h.
Ar farizianed hag ar sadukeiz a dostaas outañ hag, evit e demptañ, a c’houlennas digantañ diskouez dezho ur mirakl eus an neñv.
Ar farizianed a zeuas hag a lavarjont dezhañ evit e demptañ: Hag e c’hell un den kas e wreg kuit evit n’eus forzh peseurt abeg?
Met Jezuz, oc’h anavezout o fallentez, a lavaras dezho: Perak e temptit ac’hanon, pilpouzed?
Met Jezuz a davas. Ar beleg-meur a lavaras dezhañ: Da bediñ a ran sart en anv an Doue bev da lavarout deomp mar d-out ar C’hrist, Mab Doue.
Ar farizianed a zeuas hag a c’houlennas outañ evit e demptañ: Hag e c’hell un den kas e wreg kuit?
E baeañ a raimp-ni pe ne raimp ket? Met eñ, oc’h anavezout o filpouzerezh, a lavaras dezho: Perak e temptit ac’hanon? Degasit din un diner evit ma welin anezhañ.
Hag ec’h eveshaent outañ da welout hag eñ a yac’hafe anezhañ d’an deiz sabad, evit e damall.
Ar farizianed a zeuas hag en em lakaas da riotal anezhañ, o c’houlenn digantañ, evit e demptañ, ur mirakl eus an neñv.
Setu, un doktor eus al lezenn a savas hag a lavaras evit e amprouiñ: Mestr, petra a dlean d’ober evit kaout ar vuhez peurbadus?
Da c’houloù-deiz e tistroas adarre d’an templ hag an holl bobl a zeuas d’e gavout. O vezañ azezet e kelennas anezho.
Na demptomp ket Krist evel ma reas hiniennoù anezho hag a voe kaset da goll gant an naered.