Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Amoz 5:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Kasaat a reont an hini a c'hourdrouz anezho ouzh an nor, hag o deus euzh ouzh an hini a gomz gant eeunder.

Ver Capítulo Copiar




Amoz 5:10
24 Referencias Cruzadas  

Kerkent ha ma welas Akab Elia, Akab a lavaras: Ha te eo, trubuilher Israel?


Akab a lavaras da Elia: Ha va c'havet ec'h eus, va enebour? Hag e respontas: Da gavet em eus, dre ma'z out en em werzhet evit ober ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU.


Roue Israel a lavaras da Jozafad: C'hoazh ez eus un den a c'heller goulenn ali digant an AOTROU drezañ, met e gasaat a ran, rak ne vez profedet gantañ mad ebet diwar va fenn, met atav an droug: Mika mab Jimla eo. Jozafad a lavaras: Ra ne gomzo ket ar roue evel-se!


Hag evel ma komze ouzh ar roue, ar roue a lavaras dezhañ: Hag out bet lakaet da guzulier ar roue? En em denn! Perak e vefe skoet warnout? Ar profed en em dennas en ur lavarout: Gouzout a ran en deus divizet Doue da zistrujañ ac'hanout, dre ma ec'h eus graet-se ha ne'c'h eus ket selaouet va ali.


Hag e rejont goap ouzh kannaded Doue, o tisprizañ e gomzoù, hag e tismegañsjont e brofeded, betek ma savas kement fulor an AOTROU a-enep e bobl, ken na voe mui a bareañs.


Ar goapaer ne blij ket dezhañ bezañ gourdrouzet, ha ned aio biken etrezek ar re fur.


evel ar re a varn un den kablus evit ur gomz hepken, a stegn pechoù d'ar reizher ouzh an nor, a ro lamm d'an den reizh gant o zouelloù.


Ar wirionez zoken a zeu da vankout, hag an neb en em denn eus an droug a zo preizhet. An AOTROU en deus gwelet kement-se, ha displijet eo bet gant an diouer a varnedigezh.


Ebed-Melek, un Etiopad, spazhad e ti ar roue, a glevas o doa lakaet Jeremiaz er puñs. Ar roue a oa azezet ouzh dor Benjamin.


Met ra ne zaelo den ebet ha ne c'hrozmolo den ebet! Rak da bobl a zo evel an hini a ra dael ouzh an aberzhour.


An aberzhour a sello outañ. Mar d-eo ur yoc’henn wenn war e groc’hen ha mar he deus lakaet ar blev da vezañ gwenn ha mar d-eo ur mesk a gig bev er yoc’henn,


Kasait an droug ha karit ar mad, savit ar varnedigezh ouzh an nor, ha marteze en devo truez an AOTROU, Doue an armeoù, ouzh nemorant Jozef.


Ma vijec’h eus ar bed, ar bed a garje ar pezh a vije dezhañ. Met abalamour ma n’oc’h ket eus ar bed ha ma em eus ho tibabet a-douez ar bed, abalamour da-se eo e kasa ar bed ac’hanoc’h.


Rak piv bennak a ra an droug a gasa ar sklêrijenn ha ne zeu ket d’ar sklêrijenn, gant aon na vefe rebechet e oberoù.


Ar bed ne c’hell ket ho kasaat, met kasaat a ra ac’hanon, abalamour ma roan testeni anezhañ penaos eo fall e oberoù.


Ha deuet on eta da vezañ hoc’h enebour o lavarout deoc’h ar wirionez?


Tud an douar en em laouenaio diwar o fenn hag en em roio d’al levenez, hag e kasint profoù an eil d’egile abalamour m’o devo an daou brofed-se trubuilhet tud an douar.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos