Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 15:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

23 Eñ ne respontas ket ur ger dezhi, hag e ziskibien a dostaas outañ hag a bedas anezhañ en ur lavarout: Kas anezhi kuit, rak krial a ra war hol lerc’h.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

23 Mes hen na respontaz ger e‐bed dezhi. Hag he ziskibien a dostaaz, hag a bedaz anezhan, en eur lavaret: Kas anezhi kuit, rag crial a ra var hon learc’h.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

23 Mæs ean ne zeuhanteras ur gùir dehi: Hag é zisciplèd e dostas, hag e bedas anehou, én ul laret: Casset‐hi quit, rac en hum glem e hra arh‐hunlerh.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 15:23
8 Referencias Cruzadas  

Jozef a welas e vreudeur hag o anavezas, met ober a reas evel an estrañjour ganto hag e komzas outo gant ruster. Lavarout a reas: A-belec'h e teuit? Hag e respontjont: Eus bro Ganaan evit prenañ boued.


Salm David. Krial a ran dit, AOTROU! Va roc'h, na chom ket bouzar da'm mouezh, gant aon ma rofes dilavar, na vefen heñvel ouzh ar re a ziskenn d'ar poull.


Pa c'harman ha pa c'halvan zoken skoazell, e harz ouzh va fedenn.


An abardaez o vezañ deuet, e ziskibien a dostaas outañ hag a lavaras: Al lec’h-mañ a zo distro ha diwezhat eo, kas kuit ar bobl, evit ma’z aint er bourc’hioù da brenañ boued.


Setu, ur wreg kananeat deuet eus ar vro-se, a grias o lavarout: Az pez truez ouzhin, Aotrou, Mab David! Va merc’h a zo gwall boaniet gant un diaoul.


Respont a reas: N’on bet kaset nemet etrezek an deñved kollet eus ti Israel.


Az pez soñj eus an hent en deus lakaet ac'hanout da gerzhout ennañ an AOTROU da Zoue e-pad daou-ugent vloaz er gouelec'h, evit da izelaat ha da amprouiñ, evit gouzout petra a oa ez kalon ha ma virfes e c'hourc'hemennoù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos