Neuze Juda a dostaas outañ hag a lavaras: Me az ped, va aotrou! Ra lavaro da servijer ur ger ez skouarn, me az ped, va aotrou, ha ra n'entano ket da fulor a-enep da servijer, rak te a zo evel Faraon.
Ha David a lavaras da Joab ha d'an holl bobl a oa gantañ: Rogit ho tilhad hag en em c'hourizit gant seier, ha dougit kañv da Abner. Hag ar roue David a gerzhas war-lerc'h an arched.
Kerkent ha ma klevas Akab ar c'homzoù-se, e rogas e zilhad, e lakaas ur sac'h war e gorf, e yunas, e c'hourvezas paket en ur sac'h, hag e kerzhas goustadik.
Adalek ma lennas roue Israel al lizher, e rogas e zilhad hag e lavaras: Hag ez on Doue evit ober mervel pe vevañ, evit ma tegas hemañ etrezek ennon da yac'haat un den eus e lorgnez? Dre-se, gouezit ha gwelit ne glask nemet un digarez a-enep din.
Rak gwerzhet omp bet, me ha va fobl, da vezañ distrujet, lazhet, kaset da get. Ma vijemp gwerzhet evit bezañ sklaved ha mitizhien, am bije tavet, petra bennak ma ne c'hellje ket ar gwasker dic'haouiñ ar c'holl evit ar roue.
Hag e chomjont azezet war an douar gantañ e-pad seizh devezh ha seizh nozvezh, hini anezho ne lavaras dezhañ ur ger, rak e weljont e oa e c'hlac'har bras-meurbet.
Lavaret em eus: Eveshaat a rin ouzh va hentoù, evit na bec'hin ket gant va zeod; lakaat a rin ur brid war va genoù, e-keit ha ma vo an den drouk dirazon.
Perak e chomomp azezet? Bodadit, deomp d'ar c'hêrioù kreñv, ha bezomp didrouz eno, rak an AOTROU hon Doue en deus graet deomp tevel, ha roet deomp dour ampoezonet da evañ, rak hon eus pec'het a-enep an AOTROU.
Rogit ho kalonoù ha nann ho tilhad, distroit d'an AOTROU ho Toue, rak trugarezus ha truezus eo, gorrek da gounnariñ ha pinvidik e madelezh, ha keuz en deus da vezañ kaset glac'har.
Pêr a savas hag a yeas ganto. Pa voe erruet, e tegasjont anezhañ d’ar gambr uhel. An holl intañvezed a dostaas outañ en ur ouelañ hag a ziskouezas dezhañ ar saeoù hag ar mantilli a rae Dorkas pa oa ganto.
Ha Saül a lavaras d'e eontr: Lavaret en deus deomp e oa kavet an azenezed. Met ne zisklêrias ket dezhañ ar pezh en doa lavaret Samuel diwar-benn ar rouantelezh.