Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ar Prezeger 3:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 ur mare evit karout hag ur mare evit kasaat, ur mare evit ar brezel hag ur mare evit ar peoc'h.

Ver Capítulo Copiar




Ar Prezeger 3:8
19 Referencias Cruzadas  

Ha bremañ an AOTROU va Doue en deus roet din diskuizh a bep tu; ne'm eus na enebour na tra diaes ebet.


Kerkent ha ma welas Jehu, Joram a lavaras: Evit ar peoc'h eo? Jehu a respontas: Peseurt peoc'h, e-pad m'eo o c'hastaouiñ Jezabel da vamm, gant he strobinelloù e niver ken bras?


Jehu mab ar gwelour Hanani a yeas en arbenn d'ar roue Jozafad, hag e lavaras dezhañ: Hag eo ret sikour un den fall? Enebourien an AOTROU eo a garez? En abeg da-se an AOTROU a zo kounnaret a-enep dit.


Ne lakain netra fall dirak va daoulagad. Kasaat a ran kundu an dorrerien, n'en em stago ket ouzhin.


Goude e cheñchas o c'halon, kement ken e kasajont e bobl, hag e rejont gaou bras d'e servijerien.


AOTROU, ha ne gasain ket ar re a gasa ac'hanout? Ha ne'm bo ket euzh ouzh ar re a sav a-enep dit?


An den reizh a gasa ar gaou, met an hini drouk a zo kasaus hag a gouezh er vezh.


Evel ma tremenen en da gichen, e welis ac'hanout, ha setu, da oad a oa an oad da zimeziñ. Hag ec'h astennis warnout pleg va mantell, hag e c'holois da noazhder. Hag e touis dit, hag e ris un emglev ganit, eme an Aotrou AOTROU, ha din e oas.


Mar deu unan bennak da’m c’havout ha ne gasa ket e dad, e vamm, e wreg, e vugale, e vreudeur, e c’hoarezed, ha muioc’h c’hoazh e vuhez hec’h-unan, ne c’hell ket bezañ va diskibl.


hag anavezout karantez Krist, a zo dreist pep gouiziegezh, evit ma viot leuniet gant holl leunder Doue.


Ezhec’h, karit ho kwragez evel m’en deus ivez Krist karet an Iliz hag eo en em roet e-unan eviti,


evit ma teskint d’ar re yaouank karout o ezhec’h hag o bugale,


Jozue a gemeras eta an holl vro hervez kement en doa lavaret an AOTROU da Voizez; Jozue a roas anezhi da Israel evel hêrezh, hervez o meuriad pep a lodenn. Hag ar vro a voe sioul hep brezel.


Anavezout a ran da oberoù, da labour ha da basianted. Gouzout a ran penaos ne c’hellez ket gouzañv ar re zrouk, penaos ec’h eus amprouet ar re en em lavar ebestel ha n’int ket, hag ec’h eus kavet anezho gaouiat.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos