Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Ar Prezeger 3:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 ur mare evit klask hag ur mare evit lezel da goll, ur mare evit mirout hag ur mare evit teurel kuit,

Ver Capítulo Copiar




Ar Prezeger 3:6
22 Referencias Cruzadas  

Kas a reas gantañ an holl loened hag an holl vadoù en doa dastumet, e loened e-unan en doa dastumet e Paddan-Aram, evit mont da gavout Izaak e dad, da vro Ganaan.


Met lavarout a reas dezhañ: Va c'halon, ha ne oa ket aet aze, el lec'h ma tiskennas an den-se diwar e garr da'z kavout? Hag emañ an amzer da gemer arc'hant, da gemer dilhad, gwez-olivez, gwini, deñved, ejened, servijerien ha servijerezed?


Mont a rejont war o lerc'h betek ar Jordan, ha setu, an holl hent a oa goloet a zilhad hag a draoù o doa taolet kuit ar Siriz en o buander. Hag ar gannaded a zistroas da zisklêriañ ar c'heloù-se d'ar roue.


Hazael a yeas d'e gavout, o vezañ kemeret gantañ profoù, eus ar re wellañ a oa e Damask, bec'h daou-ugent kañval. Dont a reas eta da gavout Elizea, hag e lavaras dezhañ: Da vab Ben-Hadad roue Siria en deus va degaset da'z kavout evit lavarout dit: Hag ec'h adsavin eus ar c'hleñved-mañ?


Skuilhet en deus, roet en deus d'ar beorien, e reizhder a bad da viken hag e benn a sav gant gloar.


Taol da vara war-c'horre an doureier, rak goude kalz amzer en adkavi.


ur mare evit teurel mein, hag ur mare evit o dastum, ur mare evit pokat hag ur mare evit pellaat diouzh ar pokoù,


ur mare evit regiñ hag ur mare evit gwriat, ur mare evit tevel hag ur mare evit komz,


En deiz-se e taolo un den d'ar gozed ha d'al logod-dall, e idoloù arc'hant hag e idoloù aour, en doa graet dezhañ evit o azeuliñ.


Ar vartoloded o doe aon, hag e krias pep hini d'e zoue, hag e taoljont er mor traoù a oa el lestr evit he skañvaat. Met Jonaz a oa diskennet e strad al lestr, hag e oa gourvezet o kousket-don eno.


Ha piv bennak en devo kuitaet tiez, pe breudeur, pe c’hoarezed, pe tad, pe mamm, pe gwreg, pe bugale, pe douaroù, abalamour da’m anv, a resevo kant kemend all hag en devo ar vuhez peurbadus da hêrezh.


ha d’an trede deiz e taoljont eus o daouarn o-unan paramantoù ar vatimant.


P’o doe debret a-walc’h, e skañvajont al lestr o teurel an ed er mor.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos