Elia a dostaas ouzh an holl bobl hag a lavaras: Betek pegeit e kammot eus an daou du? Mard eo an AOTROU a zo Doue, kit war e lerc'h; met mard eo Baal, kit war e lerc'h. Hag ar bobl ne respontas ket ur ger.
Sant Ian 10:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Va deñved a glev va mouezh, anavezout a ran anezho hag e teuont war va lerc’h. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Va denved a glev va mouez, ha me a anavez anezhe, hag int a heul ac’hanoun. |
Elia a dostaas ouzh an holl bobl hag a lavaras: Betek pegeit e kammot eus an daou du? Mard eo an AOTROU a zo Doue, kit war e lerc'h; met mard eo Baal, kit war e lerc'h. Hag ar bobl ne respontas ket ur ger.
Rak evel ma pado dirazon an neñvoù nevez hag an douar nevez emaon o krouiñ, eme an AOTROU, evel-se e pado ho lignez hag hoc'h anv.
Neuze Jezuz a lavaras d’e ziskibien: Mar fell da unan bennak dont war va lerc’h, ra raio dilez anezhañ e-unan, ra gemero e groaz ha ra heulio ac’hanon.
Komz a rae c’hoazh, pa zeuas ur goabrenn lugernus d’o goleiñ. Ha setu, ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn o lavarout: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez. Selaouit eñ!
Neuze e lavarin sklaer dezho: Biskoazh ne’m eus hoc’h anavezet, en em dennit diouzhin, c’hwi hag en em ro d’an direizhder.
Ha Jezuz, o sellout outañ, a garas anezhañ hag a lavaras dezhañ: Mankout a ra dit un dra, kae, gwerzh kement ac’h eus, ro-se d’ar beorien, hag ez po un teñzor en neñv. Goude-se deus hag heuilh ac’hanon, o kemer ar groaz.
O c’hervel ar bobl gant e ziskibien, e lavaras dezho: Mar fell da unan bennak dont war va lerc’h, ra raio dilez anezhañ e-unan, ra gemero e groaz ha ra heulio ac’hanon.
Eñ a responto: Me a lavar deoc’h, n’ouzon ket a-belec’h ez oc’h, en em dennit diouzhin, c’hwi holl micherourien a zireizhder.
Hag e lavaras d’an holl: Mar fell da unan bennak dont war va lerc’h, ra raio dilez anezhañ e-unan, ra gemero e groaz bemdez ha ra heulio ac’hanon.
Deñved all am eus ha n’int ket eus ar c’hraou-mañ. Ret eo din degas anezho ivez hag e klevint va mouezh. Hag e vo un tropell hepken hag ur mesaer hepken.
Ar re holl a zo deuet a-raok din a zo laeron ha briganted, met an deñved n’o deus ket o selaouet.
Mar servij unan bennak ac’hanon, ra zeuio war va lerc’h, hag e-lec’h ma’z on, eno e vo ivez va servijer. Mar servij unan bennak ac’hanon, an Tad a enoro anezhañ.
Jezuz a lavaras: Mar fell din e chomfe ken a zeuin, petra a ra-se dit? Te, heuilh ac’hanon.
E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an eur a zeu, ha deuet eo dija, ma klevo ar re varv mouezh Mab Doue, hag ar re he c’hlevo a vevo.
Neuze Jezuz a gomzas c’hoazh dezho hag a lavaras: Me eo sklêrijenn ar bed, an hini a heuilh ac’hanon ne gerzho ket en deñvalijenn, met bez’ en devo sklêrijenn ar vuhez.
met bremañ pa hoc’h eus anavezet Doue, pe kentoc’h pa’z oc’h bet anavezet gant Doue, penaos e tistroit c’hoazh d’ar c’hentañ kentelioù dinerzh ha paour-se a fell deoc’h en em lakaat dindano a-nevez?
Koulskoude diazez start Doue a chom, o kaout ar siell-mañ: An Aotrou a anavez ar re a zo dezhañ, ha: Piv bennak a c’halvo anv Krist ra zilezo an direizhder.
Ar re mañ eo ar re n’int ket en em saotret gant gwragez rak gwerc’h int. Ar re-mañ eo ar re a heuilh an Oan e lec’h bennak ma’z a. Ar re-mañ eo ar re a zo bet dasprenet a-douez an dud, evel frouezh kentañ evit Doue hag evit an Oan.
Setu, en em zalc’han ouzh an nor hag e skoan. Mar klev unan bennak va mouezh ha mar digor an nor, ez in en e di, hag e koagnin gantañ hag eñ ganin.