Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 8:43 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

43 Perak ne gomprenit ket va lavar? Abalamour na c’hellit ket selaou va ger.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

43 Perag na intentit‐hu ket ar pez a lavaran deoc’h? Abalamour na hellit ket selaou va c’homzou.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 8:43
18 Referencias Cruzadas  

Ar re zrouk ne gomprenont ket ar varnedigezh, met ar re a glask an AOTROU a gompren pep tra.


N'anavezont ha ne gomprenont netra. Goloet eo o daoulagad ha ne c'hellont ket gwelout, o c'halon ha ne c'hellont ket kompren.


Hag e lavaras: Kae ha lavar d'ar bobl-se: Klevout a rit, ya, met ne gomprenot ket, gwelout a rit, ya, met n'anavezot ket.


Ouzh piv e komzin ha da biv e lavarin, ma vin selaouet? Setu, o skouarn a zo diamdroc'h, ha ne c'hellont ket klevout. Setu, komz an AOTROU a zo evito un dra disprizus, ne gavont plijadur ebet enni.


Piv a zo fur? Ra gompreno an traoù-mañ! Piv a zo skiantek? Ra anavezo anezho! Rak hentoù an AOTROU a zo eeun, ar re reizh a gerzho enno, met ar re disent a gouezho enno.


Met n'anavezont ket mennadoù an AOTROU, ne gomprenont ket e zivizoù, rak o dastumet en deus evel feskennoù war al leur.


Rak kalon ar bobl-mañ a zo deuet digizidik. Pounnerglevet o deus o divskouarn ha serret o deus o daoulagad, gant aon na zeufe o daoulagad da welout, o divskouarn da glevout, o c’halon da gompren, na zistrofent, ha na yac’hafen anezho.


E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an eur a zeu, ha deuet eo dija, ma klevo ar re varv mouezh Mab Doue, hag ar re he c’hlevo a vevo.


Deuet on en anv va Zad ha ne zegemerit ket ac’hanon. Mar deu unan all en e anv e-unan, e tegemerot anezhañ.


Kalz eus e ziskibien, o vezañ e glevet, a lavaras: Ar ger-se a zo kalet, piv a c’hell e selaou?


Mar fell da unan bennak ober e volontez, ec’h anavezo hag eo va c’helennadurezh eus Doue pe ha me a gomz ac’hanon va-unan.


Ne gomprenjont ket e komze dezho eus an Tad.


Respont a rejont dezhañ: Ni a zo lignez Abraham ha biskoazh n’omp bet sklavourien da zen, penaos e lavarez: Dieubet e viot?


Int a respontas dezhañ: Hon tad eo Abraham. Jezuz a lavaras dezho: Ma vijec’h bugale Abraham, c’hwi a raje oberoù Abraham.


Tud a c’houzoug reut, diamdroc’h a galon hag a zivskouarn, stourm a rit bepred ouzh ar Spered-Santel. C’hwi a zo heñvel ouzh ho tadoù.


n’eus den hag en deus skiant, n’eus den hag a glask Doue,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos