Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Hebreed 3:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Setu perak, evel ma lavar ar Spered-Santel: Hiziv, mar klevit e vouezh,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

7 Rag‐se, evel ma lavar ar Spered‐Santel:

Ver Capítulo Copiar




Hebreed 3:7
27 Referencias Cruzadas  

Spered an AOTROU en deus komzet drezon, e gomz a zo bet war va zeod.


Me eo an AOTROU da Zoue, am eus da lakaet da bignat eus bro Ejipt. Digor da c’henoù hag e leuniañ a rin.


Hag em eus o lezet e kaleter o c’halon, da gerzhout hervez o c’huzulioù.


N'en em veul ket evit deiz warc'hoazh, rak n'ouzout ket petra a c'hell un devezh genel.


Kement a gav da zorn d'ober, gra-eñ hervez da c'halloud, rak n'eus na labour, na soñj, na anaoudegezh, na furnez e lec'h ar marv m'emaout o vont.


Roit ho skouarn ha deuit da'm c'havout, selaouit hag e vevo hoc'h ene; ha me a ziazezo ganeoc'h un emglev peurbadus, an trugarezioù divrall prometet da Zavid.


Klaskit an AOTROU e-pad ma en em gav, galvit anezhañ e-pad m'emañ tost.


Komz a rae c’hoazh, pa zeuas ur goabrenn lugernus d’o goleiñ. Ha setu, ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn o lavarout: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez. Selaouit eñ!


Jezuz a lavaras dezho: Penaos eta e c’halv David anezhañ, dre ar Spered, Aotrou, pa lavar:


Rak David a lavaras e-unan dre ar Spered-Santel: An Aotrou en deus lavaret da’m Aotrou: Azez a-zehou din, betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid.


Deñved all am eus ha n’int ket eus ar c’hraou-mañ. Ret eo din degas anezho ivez hag e klevint va mouezh. Hag e vo un tropell hepken hag ur mesaer hepken.


Va deñved a glev va mouezh, anavezout a ran anezho hag e teuont war va lerc’h.


Ar porzhier a zigor dezhañ an nor hag an deñved a glev e vouezh. Gervel a ra e zeñved e-unan dre o anv hag e kas anezho er-maez.


E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an eur a zeu, ha deuet eo dija, ma klevo ar re varv mouezh Mab Doue, hag ar re he c’hlevo a vevo.


Tud breudeur, ret e oa ma vije peurc’hraet ar pezh en doa lavaret ar Spered-Santel er Skritur en a-raok dre c’henoù David, diwar-benn Judaz, hag a zo bet rener ar re o deus kemeret Jezuz.


Evel na oant ket a-unvan kenetrezo, en em dennjont goude m’en doe Paol lavaret ar gomz-mañ: Ar Spered-Santel en deus komzet mat d’hon tadoù dre ar profed Izaia,


Ar Spered a lavaras da Filip: Tosta ha kae betek ar c’harr-se.


Ar Spered-Santel a ro deomp ivez an testeni a gement-se, rak goude bezañ lavaret da gentañ:


Met en em gennerzhit an eil egile bemdez, e-pad ma’z eo lavaret: Hiziv. Evel-se ra n’en em galedfe unan bennak ac’hanoc’h dre dromplerezh ar pec’hed.


e-pad ma’z eo lavaret: Hiziv, mar klevit e vouezh, na galedit ket ho kalonoù evel ma c’hoarvezas e-doug an enebiezh.


Doue a verk a-nevez un devezh dre ar ger-mañ: Hiziv, o lavarout dre Zavid ken pell goude, evel ma’z eo lavaret uheloc’h: Hiziv, mar klevit e vouezh, na galedit ket ho kalonoù.


Ar Spered-Santel a ziskouez dre eno penaos hent sant ar sent ne oa ket c’hoazh digor e-keit ha ma chome an tabernakl kentañ.


rak ar brofediezh n’eo ket bet degaset gwechall dre volontez an den, met tud santel Doue o deus komzet renet gant ar Spered-Santel.


Setu, en em zalc’han ouzh an nor hag e skoan. Mar klev unan bennak va mouezh ha mar digor an nor, ez in en e di, hag e koagnin gantañ hag eñ ganin.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos