betek pegoulz, o Doue, e tismegañso ar gwasker, hag e tisprizo hep paouez an enebour da anv?
Daniel 8:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e klevis ur sant o komz, hag ur sant all a lavaras d'an hini a gomze: Betek pegeit e pado ar weledigezh diwar an aberzh hollbad hag an disentidigezh glac'harus, a laka ar santual hag an arme da vezañ mac'het? |
betek pegoulz, o Doue, e tismegañso ar gwasker, hag e tisprizo hep paouez an enebour da anv?
Ne welomp ken hon arouezioù, n'eus ken a brofed, na den ganeomp hag a oufe betek pegoulz...
Betek pegoulz, o AOTROU, e vi fuloret hep distag, hag e vo da warizi flammet evel un tan?
Hoc'h emglev gant ar marv a vo kaset da netra, ho marc'had gant lec'h ar marv ne zalc'ho ket; pa dremeno ar walenn o liñvañ, e viot flastret ganti.
Hag e lavaris: Betek pegeit, Aotrou? Hag e respontas: Betek ma vo ar c'hêrioù glac'haret ha diannez, an tiez didud, an douar glac'haret penn-da-benn,
Evit un nebeud amzer he deus pobl da santelezh perc'hennet, hag hon enebourien o deus mac'het da santual.
Kreskiñ e c'halloud, reiñ ur peoc'h diziwezh da dron David ha d'e rouantelezh, evit en startaat hag en harpañ er varnedigezh hag er reizhder, adalek bremañ ha da viken, gred AOTROU an armeoù a raio kement-se.
Mêsaerien e-leizh o deus gwasted va gwinienn, mac'het o deus va lodenn gant o zreid, lakaet o deus va lodenn gaer da vezañ ur gouelec'h glac'haret.
Nerzhioù deuet eus e berzh a saotro ar santual, ar c'hreñvlec'h, a raio paouez an aberzh hollbad, hag a lakaio da zont eno euzhusted ar glac'har.
Adalek an amzer ma paouezo an aberzh hollbad ha ma vo deuet euzhusted ar glac'har, e vo mil daou c'hant dek deiz ha pevar-ugent.
Hag e klevis met ne gomprenis ket. Neuze e lavaris: Va aotrou, petra a vo diwezh an traoù-se?
Setu amañ gweledigezhioù va fenn war va gwele: Sellout a raen, ha setu ur wezenn e-kreiz an douar, hag he ment a oa uhel.
Sellout a raen e gweledigezhioù va fenn war va gwele, ha setu ur gedour, a-douez ar sent, o tiskenn eus an neñv.
Diwar-benn ar pezh en deus gwelet ar roue, ur gedour a-douez ar sent o tiskenn eus an neñv hag o lavarout: Troc'hit ar wezenn ha he diskourrit, met lezit en douar ar c'hef gant ar gwrizioù, ha gant ur chadenn houarn hag arem, e-touez geot ar parkeier, ra vo glebiet gant glizh an neñv, ha ra en devo e lod gant loened ar parkeier, betek ma vo tremenet warnañ seizh amzer,
Tostaat a ris ouzh unan eus ar re a oa eno, hag e c'houlennis digantañ ar wirionez war an holl draoù-se. Hag e komzas ouzhin, hag e roas din an disklêriadenn anezho.
Hag e lavaras din: Ar pevare loen a zo ur bedervet rouantelezh war an douar, a vo disheñvel diouzh an holl rouantelezhioù, hag e tebro an douar holl, hag e voustro hag e vruzuno anezhañ.
Startaat a raio un emglev gant meur a hini e-pad ur sizhunvezh, ha da hanter ar sizhun e raio paouez an aberzh hag an donezon, ha war askell an euzhusted e teuio ar glac'harer, betek ma teuio an diskar a zo bet divizet da gouezhañ war ar glac'haret.
Hag e lavaris d'an ael a gomze ouzhin: Petra eo ar re-se? Hag e lavaras din: Ar re-se eo ar c'herniel o deus stlabezet Juda, Israel ha Jeruzalem.
Hag e tec’hot dre an draonienn-menez-mañ, rak an draonienn-menez a astenno betek Azel. Tec’hout a reot evel ma hoc’h eus tec’het dirak ar c’hren-douar, en deizioù Ozia roue Juda. Neuze e teuio an AOTROU va Doue, hag an holl sent a vo ganit.
Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab nemet an Tad, na piv eo an Tad kennebeut nemet ar Mab, hag an hini e fell d’ar Mab e ziskuliañ dezhañ.
Pa welot eta an euzhusted eus ar glac’har, m’en deus komzet ar profed Daniel anezhi, deuet el lec’h santel, ra gompreno an neb a lenn,
Pa welot an euzhusted eus ar glac’har, m’en deus komzet ar profed Daniel anezhi, deuet el lec’h ne dle ket bezañ, ra gompreno an neb a lenn, neuze ar re a vo e Judea, ra dec’hint war ar menezioù,
Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab nemet an Tad, na piv eo an Tad nemet ar Mab hag an hini a fell d’ar Mab e zisklêriañ dezhañ.
Kouezhañ a raint dindan troc’h ar c’hleze ha kaset e vint da sklaved e-touez an holl vroadoù. Jeruzalem a vo mac’het gant ar vroadoù betek ma vo peurleuniet amzerioù ar vroadoù.
Den n’en deus biskoazh gwelet Doue. Ar Mab nemetañ a zo en askre an Tad, eo an hini en deus e roet da anavezout.
Lavarout a reas: An AOTROU a zo deuet eus ar Sinai, hag a zo savet a-us dezho e Seir. Lugernet en deus eus menez Paran, deuet eo gant dekviliadoù santel, eus e zehou e teuas evito ul lezenn entanet.
ha ra nerzho ho kalonoù evit ma vint didamall er santelezh dirak Doue hon Tad, pa zeuio hon Aotrou Jezuz-Krist gant e holl sent.
A bebezh kastiz brasoc’h a gav deoc’h ne vo ket kavet dellezek an hini a vac’ho gant e dreid Mab Doue, a gemero evit disantel gwad an emglev ez eo bet santelaet drezañ, hag a zismegañso Spered ar c’hras?
Diskuliet e voe dezho penaos ne oa ket evito o-unan met evidomp-ni e oant ministred eus an traoù-se, a zo bet disklêriet deoc’h bremañ gant ar re o deus prezeget an Aviel deoc’h dre ar Spered-Santel degaset eus an neñv, traoù hag a garfe an aeled o gwelout betek ar foñs.
Diwar o fenn eo en deus Enok, ar seizhvet den abaoe Adam, profedet o lavarout: Setu, an Aotrou a zo deuet gant e zekviliadoù santel
Lez ar porzh a zo a-ziavaez an templ ha na vuzul ket anezhañ, rak roet eo bet d’ar broadoù. Int a vac’ho gant o zreid ar gêr santel e-pad daou viz ha daou-ugent.
Gant ur vouezh kreñv e krient o lavarout: Aotrou santel ha gwirion, pegeit e chomi hep barn hag hep veñjiñ hor gwad war ar re a chom war an douar?