Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Daniel 11:31 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

31 Nerzhioù deuet eus e berzh a saotro ar santual, ar c'hreñvlec'h, a raio paouez an aberzh hollbad, hag a lakaio da zont eno euzhusted ar glac'har.

Ver Capítulo Copiar




Daniel 11:31
18 Referencias Cruzadas  

Va dilezet o deus, diavaezet o deus al lec'h-mañ, kinniget o deus ennañ ezañs da zoueoù all n'anavezent ket, nag int nag o zadoù na rouaned Juda, leuniet o deus al lec'h-mañ a wad didamall,


Rak mibien Juda o deus graet ar pezh a zo fall dirak va daoulagad, eme an AOTROU, lakaet o deus o euzhusterioù en ti ma'z eo galvet va anv warnañ, evit e saotrañ.


An enebour en deus astennet e zorn war hec'h holl draoù plijus. Gwelet he deus ar broadoù o tont en he santual; ar re az poa urzhiet diwar o fenn: Ned aint ket da'z podadenn.


An Aotrou en deus kasaet e aoter hag taolet kuit e santual. Lakaet en deus mogerioù e balezioù en daouarn an enebour. Graet o deus trouz e ti an AOTROU, evel d'un deiz gouel.


Hag e lavaras dezho: Saotrit an ti, leugnit al leurenn gant an dud lazhet. Kit er-maez! Hag ez ejont er-maez hag e skojont e kêr.


Adalek an amzer ma paouezo an aberzh hollbad ha ma vo deuet euzhusted ar glac'har, e vo mil daou c'hant dek deiz ha pevar-ugent.


E c'halloud a gresko, met ne vo ket dre e c'halloud dezhañ e-unan. Hag e tistrujo dreistmuzul, hag e raio berzh, hag e kaso da benn, hag e tistrujo ar c'halloudeien ha pobl ar sent.


Gwirion eo gweledigezh an abardaezioù hag ar mintinoù a zo bet lavaret. Mir kuzh ar weledigezh-mañ, rak e komz diwar-benn un amzer bell.


Startaat a raio un emglev gant meur a hini e-pad ur sizhunvezh, ha da hanter ar sizhun e raio paouez an aberzh hag an donezon, ha war askell an euzhusted e teuio ar glac'harer, betek ma teuio an diskar a zo bet divizet da gouezhañ war ar glac'haret.


Rak mibien Israel a chomo e-pad kalz a zeizioù hep roue hag hep penn-bras, hep aberzh hag hep peul, hep efod hag hep terafim.


Pa welot eta an euzhusted eus ar glac’har, m’en deus komzet ar profed Daniel anezhi, deuet el lec’h santel, ra gompreno an neb a lenn,


Pa welot an euzhusted eus ar glac’har, m’en deus komzet ar profed Daniel anezhi, deuet el lec’h ne dle ket bezañ, ra gompreno an neb a lenn, neuze ar re a vo e Judea, ra dec’hint war ar menezioù,


Pa welot Jeruzalem kelc’hiet gant armeoù, gouezit neuze ez eo tost he glac’har.


An dek korn ac’h eus gwelet a zo dek roue n’o deus ket resevet c’hoazh ar rouantelezh, met o devo ar galloud evel rouaned evit un eur gant al loen.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos