Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Daniel 11:30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

30 Listri Kitim a zeuio a-enep dezhañ, hag e vo digalonekaet, hag e tistroio, hag e fuloro a-enep an emglev santel. Oberiañ a raio hag e tistroio, hag en em glevo gant ar re a zilez an emglev santel.

Ver Capítulo Copiar




Daniel 11:30
13 Referencias Cruzadas  

Mibien Javan: Elisha, Tarsiz, Kitim ha Dodanim.


Mibien Javan a voe: Elisha, Tarsisa, Kitim, Rodanim.


Hag ec'h anavezis ne oa ket Doue a gase anezhañ, met en doa lavaret ar brofediezh-se a-enep din, dre ma oa paeet gant Tobija ha Samballad.


Diougan diwar-benn Tir. Huanadit, listri Tarsiz, rak distrujet eo! Ken a diez! Den ne zeuio ken enni! Deuet eo ar c'heloù eus bro Gitim.


ha lavaret en deus: Ne gendalc'hi ken da laouenaat, o merc'h Sidon, gwerc'hez dizenoret! Sav, kae da Gitim, hag aze zoken ne vo diskuizh ebet evidout.


Tremenit da inizi Kitim ha gwelit! Kasit unan bennak da Gedar hag eveshait mat! Gwelit hag ez eus bet graet un hevelep tra!


graet o deus da roeñvoù gant derv eus Basan, ha da c'horre-bourzh gant olifant sterniet e beuz eus inizi Kittim.


Distreiñ a raio d'e vro gant pinvidigezhioù bras, hag e galon a vo a-enep an emglev santel. Oberiañ a raio hag e tistroio d'e vro.


D'ar c'houlz merket e tistroio a-nevez da zont a-enep ar c'hreisteiz, met ar wech-mañ ne vo ket evel ar wech kentañ.


Hag e lavaro gerioù a-enep an Uhel-Meurbet, hag e heskino sent an Uhel-Meurbet, hag e vo e-sell da cheñch an amzerioù hag al lezenn. Ar sent a vo lakaet etre e zaouarn e-pad un amzer hag amzerioù hag un hanter-amzer.


Listri a zeuio eus aod Kitim, int a izelaio Ashur, int a izelaio an Hebre, hag eñ ivez a yelo da goll.


Neuze meur a hini a gouezho, en em drubardo hag en em gasaio an eil egile.


Dre-se en em laouenait, neñvoù, ha c’hwi a chom enno. Gwalleur d’an dud a chom war an douar ha war ar mor, rak an diaoul a zo diskennet war-zu ennoc’h gant ur fulor vras hag o c’houzout n’en deus nemet nebeud amzer.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos