Ha te, Salomon va mab, anavez Doue da dad, servij-eñ gant ur galon eeun hag un ene youlus, rak an AOTROU a furch an holl galonoù hag a anavez pep mennad eus ar soñjoù. Mar klaskez anezhañ, e vo kavet ganit, met mar dilez anezhañ, ez taolo kuit da viken.
Goude e sellis, e savis hag e lavaris d'ar re vras, d'ar renerien ha da nemorant ar bobl: N'ho pet ket aon razo, ho pet soñj eus an AOTROU, a zo bras ha spontus, ha stourmit evit ho preudeur, ho mibien, ho merc'hed, ho kwragez hag ho tiez.
Den ne gelenno ken e nesañ, na den e vreur, en ur lavarout: Anavezit an Aotrou! Rak an holl am anavezo, adalek ar bihanañ betek ar brasañ anezho, eme an AOTROU, dre ma pardonin o direizhder ha ne'm bo ken soñj eus o fec'hed.
Met evidoc'h, c'hwi hag a zouj va anv, e savo heol ar reizhder, hag ar yec'hed a vo en e vannoù. Mont a reot er-maez, hag e lammot evel leueoù ar c'hraou.
Ha gouzout a reomp ez eo deuet Mab Doue, en deus roet deomp skiant evit anavezout an Hini gwirion, hag emaomp en Hini gwirion-se, en e Vab Jezuz-Krist. Eñ eo an Doue gwirion hag ar vuhez peurbadus.
Da bep hini anezho e voe roet saeoù gwenn. Lavaret e voe dezho gortoz c’hoazh un nebeud amzer, betek ma vo peurc’hraet an niver eus o c’henseurted a servij hag o breudeur a dle bezañ lakaet d’ar marv evelto.