Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 24:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Pa welot eta an euzhusted eus ar glac’har, m’en deus komzet ar profed Daniel anezhi, deuet el lec’h santel, ra gompreno an neb a lenn,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

15 Pa velot eta el leac’h santel an abomination euz an dezolation, a behini hen deuz komzet ar profet Daniel (ra daolo‐plet an hini a lenno anezhan), neuze, ar re a vezo er Jude,

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

15 A pe huélehet él léh santel en treu blaouahus a béré en dès conzet er Profæt Daniel, en nemb e leine, houyéet.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 24:15
19 Referencias Cruzadas  

Ha kement-mañ a servijo da arouez deoc'h, eme an AOTROU, ma kastizin ac'hanoc'h el lec'h-mañ, evit ma ouiot e vo sevenet a-dra-sur va c'homzoù evit ho kwalleur.


An den-se a lavaras din: Mab an den, sell gant da zaoulagad, selaou gant da zivskouarn, laka evezh ouzh an holl draoù ez an da ziskouez dit, rak degaset out bet amañ evit ma o diskouezin dit. Ro da anavezout da di Israel kement e weli.


Hag e oa en o zouez mibien Juda: Daniel, Hanania, Mishael hag Azaria.


Nerzhioù deuet eus e berzh a saotro ar santual, ar c'hreñvlec'h, a raio paouez an aberzh hollbad, hag a lakaio da zont eno euzhusted ar glac'har.


Adalek an amzer ma paouezo an aberzh hollbad ha ma vo deuet euzhusted ar glac'har, e vo mil daou c'hant dek deiz ha pevar-ugent.


E deroù da bedennoù ur gomz a zo deuet er-maez, hag ez on deuet d'he disklêriañ dit, rak ez out ur c'haret-mat. Bez evezhiek ouzh ar gomz ha kompren ar weledigezh.


Anavez eta ha kompren: Adalek ermaeziadenn ar gomz o kemenn distreiñ hag adsevel Jeruzalem, betek ar Mesiaz, ar Priñs, e vo seizh sizhun ha div sizhun ha tri-ugent. Ar straedoù hag ar c'hleuzioù a vo adsavet, met en un amzer fall.


Startaat a raio un emglev gant meur a hini e-pad ur sizhunvezh, ha da hanter ar sizhun e raio paouez an aberzh hag an donezon, ha war askell an euzhusted e teuio ar glac'harer, betek ma teuio an diskar a zo bet divizet da gouezhañ war ar glac'haret.


neuze ar re a vo e Judea, ra dec’hint war ar menezioù,


Pa welot an euzhusted eus ar glac’har, m’en deus komzet ar profed Daniel anezhi, deuet el lec’h ne dle ket bezañ, ra gompreno an neb a lenn, neuze ar re a vo e Judea, ra dec’hint war ar menezioù,


Rak deizioù a zeuio warnout ma raio da enebourien fozioù en-dro dit, hag e kelc’hint ac’hanout, hag e waskint ac’hanout a bep tu,


Pa welot Jeruzalem kelc’hiet gant armeoù, gouezit neuze ez eo tost he glac’har.


Mar en lezomp d’ober, an holl a gredo ennañ, hag ar Romaned a zeuio hag a zistrujo hol lec’h hag hor broad.


o krial: Tud a Israel, sikourit ac’hanomp! Setu an den a brezeg e pep lec’h ha dirak an holl a-enep ar bobl, a-enep al lezenn hag a-enep al lec’h-mañ. Degaset en deus gantañ zoken Gresianed e-barzh an templ ha disakret en deus al lec’h santel-mañ.


Hag e lakajont da zont falstestoù a lavaras: An den-mañ ne baouez ket da lavarout komzoù a vallozh a-enep al lec’h santel-mañ hag a-enep al lezenn,


Rak-se e tleomp en em stagañ startoc’h ouzh an traoù hon eus klevet, gant aon na vefemp kollet en diabell.


Eürus an hini a lenn hag ar re a selaou gerioù an diougan-mañ, hag a vir an traoù a zo bet skrivet ennañ, rak an amzer a zo tost.


An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d’an Ilizoù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos