Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Daniel 8:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Hag e lavaras din: Betek daou vil tri c'hant abardaez ha mintin, ha goude ar santual a vo glanaet.

Ver Capítulo Copiar




Daniel 8:14
14 Referencias Cruzadas  

Doue a c'halvas ar sklêrijenn deiz, hag an deñvalijenn noz. Hag un abardaez, hag ur beure, a voe an deiz kentañ.


Sion a vo dasprenet dre ar varnedigezh, hag ar re en em zistroio dezhi, dre ar reizhder.


Gant an AOTROU e vo reishaet holl lignez Israel, hag e kavint gloar ennañ.


Adalek an amzer ma paouezo an aberzh hollbad ha ma vo deuet euzhusted ar glac'har, e vo mil daou c'hant dek deiz ha pevar-ugent.


Eürus an hini a c'hortozo hag a zeuio betek mil tri c'hant pemp deiz ha tregont.


Hag e klevis an den gwisket gant lin a oa dreist doureier ar stêr; sevel a reas e zorn dehou hag e zorn kleiz etrezek an neñvoù, hag e touas dre an Hini a vev da viken, e vo a-benn un amzer hag amzerioù hag un hanter-amzer; ha pa vo echuet da stlabezañ nerzh ar bobl santel, an holl draoù-se a vo kaset da benn.


Hag e lavaro gerioù a-enep an Uhel-Meurbet, hag e heskino sent an Uhel-Meurbet, hag e vo e-sell da cheñch an amzerioù hag al lezenn. Ar sent a vo lakaet etre e zaouarn e-pad un amzer hag amzerioù hag un hanter-amzer.


Gwirion eo gweledigezh an abardaezioù hag ar mintinoù a zo bet lavaret. Mir kuzh ar weledigezh-mañ, rak e komz diwar-benn un amzer bell.


Ar Skritur, o rakwelout e reishaje Doue ar baganed dre ar feiz, he deus kemennet diagent an Aviel da Abraham, o lavarout: An holl vroadoù a vo benniget ennout!


Ar seizhvet ael a sonas, ha mouezhioù kreñv a voe klevet en neñv o lavarout: Rouantelezhioù ar bed a zo lakaet dindan galloud hon Aotrou hag e Grist. Eñ a reno e kantvedoù ar c’hantvedoù.


Divaskell an erer bras a voe roet d’ar wreg evit ma c’hellfe nijal d’al lec’h distro, en he lec’h hec’h-unan ma tle bezañ maget un amzer hag amzerioù hag un hanter-amzer, pell a-zirak an naer.


Roet e voe dezhañ ur genoù a lavare traoù bras ha mallozhioù, ha roet e voe dezhañ ar galloud d’oberiañ e-pad daou viz ha daou-ugent.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos