Enor da dad ha da vamm evit ma vo hiraet da zeizioù war an douar a ro dit an AOTROU da Zoue.
Adlezenn 5:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Enor da dad ha da vamm, evel m'en deus gourc'hemennet dit an AOTROU da Zoue, evit ma vo hiraet da zeizioù ha ma vi eürus war an douar a ro dit an AOTROU da Zoue. |
Enor da dad ha da vamm evit ma vo hiraet da zeizioù war an douar a ro dit an AOTROU da Zoue.
Disprizet eo bet tad ha mamm en da greiz, mac'het eo bet an diavaeziad en da greiz, gwasket eo bet an emzivad hag an intañvez en da greiz,
Pep hini ac’hanoc’h a enoro e vamm hag e dad, hag a viro va deizioù sabad. Me eo an AOTROU ho Toue.
Anavezout a rez ar gourc’hemennoù: Na ra ket avoultriezh; na vez ket muntrer; na laer ket; na lavar ket a fals-testeni; na ra ket a faosoni; enor da dad ha da vamm.
Rak Moizez en deus lavaret: Enor da dad ha da vamm, ha: Piv bennak a villigo e dad pe e vamm a vo lakaet d’ar marv.
Anavezout a rez ar gourc’hemennoù: Na ra ket avoultriezh; na vez ket muntrer; na laer ket; na lavar ket a falstesteni; enor da dad ha da vamm.
hag evit ma vo hiraet ho teizioù war an douar en doa touet an AOTROU reiñ d'ho tadoù, dezho ha d'o lignez, ur vro a zever gant laezh ha mel.
mir e reolennoù hag e c'hourc'hemennoù a gemennan dit hiziv, evit ma vi eürus, te ha da vibien war da lerc'h, evit ma vo hiraet da zeizioù war an douar a ro dit an AOTROU da Zoue.
Ra o devo atav an hevelep kalon evit va doujañ hag evit mirout va gourc'hemennoù, hag e vint eürus, int hag o mibien, da viken.
Kerzhout a reot en holl hent en deus gourc'hemennet an AOTROU ho Toue, evit ma vevot, ma vint eürus ha ma vo hiraet ho teizioù war an douar a berc'hennot.
evit ma touji an AOTROU da Zoue, o virout e holl reolennoù hag e holl c'hourc'hemennoù a gemennan dit, te, da vab ha da vibien-vihan, en holl zeizioù da vuhez, evit ma vo hiraet da zeizioù.