Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Koloseiz 3:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

20 Bugale, sentit ouzh ho tud en holl draoù rak kement-se a zo kavet mat gant an Aotrou.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

20 Bugale, sentit ouz ho tadou hag ho mamou en pep tra; rag kement‐se a zo agreabl d’an Aotrou.

Ver Capítulo Copiar




Koloseiz 3:20
23 Referencias Cruzadas  

Gwelout a reas en doa sentet Jakob ouzh e dad hag ouzh e vamm, hag e oa aet da Baddan-Aram.


Enor da dad ha da vamm evit ma vo hiraet da zeizioù war an douar a ro dit an AOTROU da Zoue.


Lamp an hini a vallozh e dad pe e vamm a vo mouget en donañ deñvalijenn.


Bez' ez eus ur rumm a dud hag a villig e dad ha na vennig ket e vamm,


Lagad an hini a ra goap ouzh e dad hag a zispriz kelennoù e vamm, a vo toullet gant brini an traoñ, ha re vihan an erer a zebro anezhañ.


Va mab, mir gourc'hemenn da dad, ha na zilez ket kelennoù da vamm.


Sentet hon eus ouzh mouezh Jonadab mab Rekab, hon tad, e kement tra en deus urzhiet deomp, e doare ma n'evomp ket a win e-pad hor buhez, na ni nag hor gwragez nag hor mibien nag hor merc'hed,


Disprizet eo bet tad ha mamm en da greiz, mac'het eo bet an diavaeziad en da greiz, gwasket eo bet an emzivad hag an intañvez en da greiz,


Pep hini ac’hanoc’h a enoro e vamm hag e dad, hag a viro va deizioù sabad. Me eo an AOTROU ho Toue.


Ur mab a enor e dad, hag ur servijer a enor e vestr. Mard on tad, pelec'h emañ an enor a zo din? Mard on mestr, pelec'h emañ an aon a zo dirazon? eme AOTROU an armeoù deoc'h-c'hwi, aberzhourien a zispriz va anv, hag a lavar: E petra hon eus disprizet da anv?


enor da dad ha da vamm; ha, karout a ri da nesañ eveldout da-unan.


Hag evel ma pleg an Iliz da Grist, ra blego ivez ar gwragez d’o ezhec’h o-unan en holl draoù.


Milliget ra vo an hini a zispriz e dad hag e vamm! Hag an holl bobl a lavaro: Amen!


Enor da dad ha da vamm, evel m'en deus gourc'hemennet dit an AOTROU da Zoue, evit ma vo hiraet da zeizioù ha ma vi eürus war an douar a ro dit an AOTROU da Zoue.


Resevet em eus pep tra hag emaon er fonnder. Karget on bet a vadoù o resev dre Epafrodit ar pezh a zeu diganeoc’h evel ur prof a c’hwezh-vat, un aberzh degemeret ha kavet mat gant Doue.


en hevelep doare ma en em renit en un doare dellezek eus an Aotrou, evit plijout dezhañ en holl draoù, o tougen frouezh e pep seurt oberoù mat hag o kreskiñ en anaoudegezh Doue,


Mevelien, sentit en holl draoù ouzh ho mistri hervez ar c’hig, nann zoken dindan o daoulagad evel ma klaskfec’h plijout d’an dud, met gant eeunder a galon hag e doujañs Doue.


Ali ar vevelien da vezañ sentus ouzh o mestroù, da blijout dezho en holl draoù, hep bezañ dislavarerien,


a rento ac’hanoc’h peurc’hraet e pep ober mat, evit ma reot e volontez, oc’h ober e-unan ennoc’h ar pezh a gav mat, dre Jezuz-Krist, ra vo ar gloar dezhañ e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.


Hag e lavaras dezhi: Me a raio kement ac'h eus lavaret din.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos