E anavezet em eus evit ma c'hourc'hemenno d'e vibien ha d'e diegezh war e lerc'h mirout hent an AOTROU, en ur ober kement a zo reizh hag eeun, evit ma lakaio an AOTROU da zont war Abraham ar pezh en deus lavaret anezhañ.
Adlezenn 4:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Az pez soñj eus an deiz ma en em zalc'hjout dirak an AOTROU da Zoue en Horeb, pa lavaras an AOTROU din: Dastum din ar bobl, hag e rin dezho klevout va c'homzoù evit ma teskint doujañ ac'hanon e-pad an holl zeizioù ma vevint war an douar hag evit ma henn kelennint d'o mibien. |
E anavezet em eus evit ma c'hourc'hemenno d'e vibien ha d'e diegezh war e lerc'h mirout hent an AOTROU, en ur ober kement a zo reizh hag eeun, evit ma lakaio an AOTROU da zont war Abraham ar pezh en deus lavaret anezhañ.
D'an trede miz goude ma voe mibien Israel aet kuit eus bro Ejipt, e teujont en deiz-se da c'houelec'h Sinai.
Ra vint prest evit an trede deiz, rak d'an trede deiz an AOTROU a ziskenno dirak daoulagad an holl bobl war Venez Sinai.
D'an trede deiz, diouzh ar beure, e voe kurunoù, luc'hed, ur goabrenn dev war ar menez, ha son ur shofar tregernus. An holl bobl a oa er c'hamp a grenas.
An AOTROU a lavaras da Voizez: Setu, ez in da'z kavout e tevder ar goabrenn, evit ma klevo ar bobl pa gomzin ouzhit ha ma kredint ac'hanout ivez da viken. Moizez a lavaras komzoù ar bobl d'an AOTROU .
An holl bobl a gleve hag a wele ar c'hurunoù, son ar shofar, al luc'hed, hag ar menez o tivogediñ. Ar bobl, o welout kement-se, a grene hag en em zalc'he pell.
Moizez a lavaras d'ar bobl: N'ho pet ket aon, rak Doue a zo deuet evit amprouiñ ac'hanoc'h hag evit ma vo e zoujañs dirazoc'h, e doare na bec'hot ket.
Selaouomp kentel an holl brezegenn-mañ: Douj Doue ha mir e c'hourc'hemennoù, rak setu aze holl zlead an den.
An hini bev, an hini bev, a veulo ac'hanout, evel ma ran hiziv; an tad a roio da anavezout da fealded d'e vibien.
o c'helenn a ri da'z mibien hag e komzi diouto pa vi ez ti ha pa gerzhi war an hent, pa c'hourvezi ha pa savi,
Setu ar reolennoù hag ar barnedigezhioù a virot, diouto e reot er vro a ro deoc'h an AOTROU, Doue da dadoù, evit he ferc'hennañ, e-pad an holl amzer a vevot war an douar.
Hag e tebri dirak an AOTROU da Zoue, el lec'h en devo dibabet evit lakaat e anv da chom ennañ, deog da winizh, da win ha da eoul, ha re gentañ-ganet da loened bras ha da loened bihan, evit ma teski doujañ atav an AOTROU da Zoue.
Hemañ a vo gantañ hag e lenno ennañ holl zeizioù e vuhez, evit ma tesko doujañs an AOTROU e Zoue, o virout holl gomzoù al lezenn-mañ hag e holl reolennoù hag oc'h ober diouto.
Koulskoude, en em ziwall ha taol evezh gant pled ouzh da ene, gant aon n'ankounac'hafes an traoù o deus gwelet da zaoulagad, ha gant aon na'z afent er-maez eus da galon deiz ebet eus da vuhez. O c'helenn a ri da'z mibien ha da'z mibien-vihan.
Ra o devo atav an hevelep kalon evit va doujañ hag evit mirout va gourc'hemennoù, hag e vint eürus, int hag o mibien, da viken.
evit ma touji an AOTROU da Zoue, o virout e holl reolennoù hag e holl c'hourc'hemennoù a gemennan dit, te, da vab ha da vibien-vihan, en holl zeizioù da vuhez, evit ma vo hiraet da zeizioù.
o c'helenn a ri da'z mibien hag e komzi diouto pa vi ez ti ha pa gerzhi war an hent, pa c'hourvezi ha pa savi,
Lakait evezh na zisprizfec’h an hini a gomz ouzhoc’h, rak ma ne dec’has ket ar re a zisprizas an hini a alie anezho war an douar, pegen diaesoc’h c’hoazh e vo deomp tec’hout mar troomp kein d’an hini a gomz deomp eus an neñvoù,
Ur vouezh a zeuas eus an tron, o lavarout: Meulit hon Doue, c’hwi holl e servijerien, c’hwi a zouj anezhañ, bihan ha bras.
Doujit hepken an AOTROU ha servijit-eñ e gwirionez hag a holl galon, rak gwelit an traoù bras en deus graet en ho keñver.