Adlezenn 14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 14 Loened glan ha dic'hlan. An deog 1 Mibien an AOTROU ho Toue emaoc'h-c'hwi. N'en em reot flañch ebet ha n'en em douzot ket etre ho taoulagad evit unan marv. 2 Rak ur bobl santel ez out evit an AOTROU da Zoue. An AOTROU da Zoue en deus da zibabet evit ma vi dezhañ ur bobl ispisial, a-douez an holl bobloù a zo war-c'horre an douar. 3 Ne zebri netra euzhus. 4 Setu amañ al loened a zebrot: an ejen, an dañvad, ar c'havr, 5 ar c'harv, ar c'hazelenn, an demm, ar c'hragvouc'h, an heizez, ar bual, ar yourc'h. 6 Kement loen a zo faoutet e garn, forc'hek e droad, hag a zaskir e-touez an anevaled, a zebrot. 7 Koulskoude, a-douez ar re a zaskir pe a-douez ar re a zo faoutet o c'harn pe a-douez ar re a zo forchek o zroad, ne zebrot ket ar c'hañval, ar c'had hag ar c'honikl, rak daskiriat a reont met n'eo ket faouted o c'harn, dic'hlan e vint evidoc'h, 8 hag ar moc'h rak faoutet eo e garm met ne zaskir ket, dic'hlan e vo evidoc'h. Ne zebrot ket eus o c'hig ha ne stokot ket ouzh o c'horfoù marv. 9 Setu amañ ar re a zebrot a-douez ar pezh a zo en doureier. Kement en deus angelloù ha skant a zebrot. 10 Koulskoude, ar re n'o deus na angelloù na skant ne zebrot ket, dic'hlan e vint evidoc'h. 11 Kement labous glan a zebrot. 12 Setu amañ ar re na zebrot ket: an erer, ar grifon, an erer-spluj, 13 ar gup, ar barged, ar bultur hag e rumm, 14 ar vran hag hec'h holl rummoù, 15 ar struskañval, an toud, ar skrav, ar sparfell hag he rumm, 16 an hoper-noz, ar gaouenn, an alarc'h, 17 ar pilikant, ar morvaout, ar vorvran, 18 ar c'hwibon, ar gerc'heiz hag he rumm, an houperig hag al logodenn-dall. 19 Pep loen a ruz hag a nij a vo un euzhusted evidoc'h, ne zebrot ket diouto. 20 Kement labous glan a zebrot. 21 Ne zebrot ket ul loen marvet anezhañ e-unan; e reiñ a ri d'an diavaeziad a vo e-barzh da zorojoù hag eñ en debro, pe en gwerzhi d'un diavaeziad, rak ur bobl santel ez out evit an AOTROU da Zoue. Ne boazhi ket ar menn-gavr e laezh e vamm. 22 Ne vanki ket da reiñ an deog eus an holl frouezh taolet diwar da had, eus ar pezh a denni eus da bark, bep bloaz. 23 Hag e tebri dirak an AOTROU da Zoue, el lec'h en devo dibabet evit lakaat e anv da chom ennañ, deog da winizh, da win ha da eoul, ha re gentañ-ganet da loened bras ha da loened bihan, evit ma teski doujañ atav an AOTROU da Zoue. 24 Mard eo re hir evidout an hent, p'en devo da venniget an AOTROU da Zoue, en doare na c'helli ket dougen kement-se, dre ma vo re bell al lec'h dibabet gant an AOTROU da Zoue evit lakaat e anv da chom ennañ, 25 neuze, e troki anezho en arc'hant hag e serri an arc'hant ez torn. Mont a ri d'al lec'h en devo dibabet an AOTROU da Zoue, 26 hag e roi an arc'hant en trok eus kement a c'hoantaio da ene, loened bras pe bihan, gwin, evajoù kreñv, hervez c'hoantoù da ene e tebri dirak an AOTROU da Zoue, hag e laouenai, te ha da diegezh. 27 Ne zilezi ket al Leviad a vo e-barzh da zorojoù, rak n'en deus na lodenn na hêrezh ganit. 28 A-benn tri bloaz, e tenni holl zeog da leve eus ar bloavezh-se hag e lakai anezhañ e-barzh da zorojoù. 29 Dont a raio al Leviad, n'en deus na lodenn na hêrezh ganit, an diavaeziad, an emzivad hag an intañvez a vo e-barzh da zorojoù, hag e tebrint hag o devo o gwalc'h, evit ma vennigo ac'hanout an AOTROU da Zoue e kement labour a ri gant da zaouarn. |