Ar re en em santela hag en em c'hlana e-kreiz al liorzhoù, an eil war-lerc'h egile, ar re a zebr kig moc'h, traoù euzhus ha logod, a vo kuzumet a-gevret, eme an AOTROU.
Lazhañ un ejen a zo evel muntrañ un den, aberzhiñ un oan a zo evel terriñ chouk ur c'hi, kinnig un donezon a zo evel skuilhañ gwad ur pemoc'h, ober un eñvoradenn ezañs a zo evel bennigañ direizhder. Dibabet o deus o hentoù, hag o ene a gemer plijadur en o euzhusted.
Mar en deus stoket unan bennak ouzh un dra bennak dic’hlan, evel korf marv un aneval dic’hlan pe korf marv ul loen gouez dic’hlan pe korf marv ur stlejvil dic’hlan, ha ma vez kuzhet outañ, dont a raio da vezañ dic’hlan ha kablus.
Koulskoude, a-douez ar re a zaskir pe a-douez ar re a zo faoutet o c'harn pe a-douez ar re a zo forchek o zroad, ne zebrot ket ar c'hañval, ar c'had hag ar c'honikl, rak daskiriat a reont met n'eo ket faouted o c'harn, dic'hlan e vint evidoc'h,
Met c’hoarvezet eo ganto hervez ur c’hrennlavar gwir: Ar c’hi a zo distroet d’ar pezh en doa distaolet, hag ar wiz a zo en em ruilhet er fank goude bezañ bet gwalc’het.