Neuze e lavaris: A! AOTROU Aotrou! Setu, va ene n'eo ket bet saotret, adalek va yaouankiz betek vremañ ne'm eus debret na gorf marv na loen diframmet, ha kig dic'hlan ebet n'eo aet em genoù.
Mirout a reot an disparti etre al loened glan ha dic’hlan, etre al laboused glan ha dic’hlan, ha ne lakaint ket hoc’h eneoù da vezañ euzhus en abeg da loened, da laboused pe da gement a ruz war an douar, am eus dispartiet evidoc’h evel dic’hlan.
Gouzout a ran, ha sur mat on dre an Aotrou Jezuz n’eus netra dic’hlan anezhañ e-unan, koulskoude, an hini a gred ez eo un dra dic’hlan, an dra-se a zo dic’hlan evitañ.
Met mar lavar unan bennak deoc’h: An dra-mañ a zo bet aberzhet d’an idoloù, na zebrit ket abalamour d’an hini en deus roet deoc’h an ali-se hag en abeg d’ar goustiañs, rak: D’an Aotrou eo an douar ha kement a zo ennañ.
Pep tra a zo glan evit an hini a zo glan, met n’eus netra glan evit ar re zic’hlan hag evit ar re zifeiz, er c’hontrol, o skiant hag o c’houstiañs a zo huduraet.