Adlezenn 33:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Da brennoù a vo a houarn hag a arem, ha da nerzh a bado keit ha da zeizioù. |
Rak daoulagad an AOTROU a astenn o sell war an holl zouar, evit kreñvaat a re a zo o c'halon a-grenn dezhañ. Graet ec'h eus evel un den diskiant diwar-benn kement-se, hag ez po brezelioù en amzer da zont.
En deiz ma em eus da bedet, ec'h eus va selaouet, dieubet ec'h eus ac'hanon ha nerzhet va ene.
met ar re a zo en gortoz eus an AOTROU a nevesa o nerzh, divaskell a zeu dezho evel d'an erered; redek a reont ha ne skuizhont ket, kerzhout a reont ha ne faezhont ket.
Na'z pez ket aon, rak me a zo ganit, na sellez ket nec'het, rak me eo da Zoue; da nerzhañ a rin, da sikour a rin, da zerc'hel a rin gant dorn dehou va reizhder.
Met an tad a lavaras d’e vevelien: Degasit ar sae gaerañ hag he gwiskit dezhañ, lakait ur walenn ouzh e viz ha botoù en e dreid.
Temptadur ebet n’eo deuet deoc’h ha na vefe ket kumun d’an dud. Met Doue a zo feal ha ne lezo ket ho temptañ en tu all d’ho nerzh ha, gant an temptadur, e tiskouezo ivez an hent da zont er-maez evit ma c’hellot e c’houzañv.
Rak n'int ket komzoù didalvez evidoc'h, met ho puhez eo; dre ar c'homzoù-mañ ec'h hiraiot ho teizioù er vro ma'z eot da berc'hennañ, o tremen ar Jordan.
mir e reolennoù hag e c'hourc'hemennoù a gemennan dit hiziv, evit ma vi eürus, te ha da vibien war da lerc'h, evit ma vo hiraet da zeizioù war an douar a ro dit an AOTROU da Zoue.
ur vro e-lec'h na zebri ket bara gant rouezded, e-lec'h na vanko dit netra, ur vro ma'z eo he mein houarn hag eus he menezioù e kizelli arem.
kreñvaet e pep doare hervez e c’halloud glorius, evit kaout pep pasianted ha dalc’husted el levenez,
Hag ez on c'hoazh hiziv ken nerzhus hag en deiz ma kasas ac'hanon Moizez; bez' em eus bremañ an hevelep nerzh hag an hini em boa neuze evit ar brezel hag evit mont ha dont.