13 Gallout a ran pep tra dre Grist a nerzheka ac’hanon.
13 Gallout a ran pep tra dre ar C’hrist, pehini a ro nerz d’in.
Na'z pez ket aon, rak me a zo ganit, na sellez ket nec'het, rak me eo da Zoue; da nerzhañ a rin, da sikour a rin, da zerc'hel a rin gant dorn dehou va reizhder.
Lavaret e vo ac'hanon: Ar reizhder hag an nerzh a zo d'an AOTROU hepken. Dezhañ e teuio, mezhekaet, ar re holl a oa kounnaret outañ.
Hag eñ a lavaras: Deus! Pêr a ziskennas eus ar vag hag a gerzhas war an doureier evit mont da gavout Jezuz.
Mar chomit ennon ha mar chom va gerioù ennoc’h, e c’houlennot ar pezh a fello deoc’h ha kement-se a vo roet deoc’h.
evit ma roio deoc’h, hervez pinvidigezhioù e c’hloar, da vezañ nerzhet gant galloud dre e Spered en den a-ziabarzh,
A-hend-all, va breudeur, en em greñvait en Aotrou ha dre e nerzh holl c’halloudek.
kreñvaet e pep doare hervez e c’halloud glorius, evit kaout pep pasianted ha dalc’husted el levenez,
Trugarekaat a ran an hini en deus va nerzhet, Jezuz-Krist hon Aotrou, dre ma en deus va c’havet feal o lakaat ac’hanon er servij,