E vestr a lavaras dezhañ: Mat eo, servijer mat ha feal. Dre ma’z out bet feal war nebeut a dra, da lakaat a rin war galz. Kae e-barzh levenez da aotrou.
Plijet eo bet ganto hag, evit gwir, dleourien e oant ivez dezho, rak mar o deus bet ar baganed lod en o madoù speredel, e tleont ivez reiñ dezho lod eus o madoù douarel.
Reizh eo em befe ar menozioù-se ac’hanoc’h holl, rak me am eus ac’hanoc’h holl em c’halon, c’hwi kenlodeien ganin er c’hras, hag em ereoù hag e difenn an Aviel hag o startaat anezhañ.
Resevet em eus pep tra hag emaon er fonnder. Karget on bet a vadoù o resev dre Epafrodit ar pezh a zeu diganeoc’h evel ur prof a c’hwezh-vat, un aberzh degemeret ha kavet mat gant Doue.
Rak bet hoc’h eus truez ouzh va ereoù hag asantet hoc’h eus gant levenez e vije dilamet diganeoc’h ho madoù, o c’houzout penaos ez eus evidoc’h en neñvoù madoù gwelloc’h ha peurbadus.
Me, ho preur Yann, unanet deoc’h en anken, er rouantelezh hag er c’hendalc’husted e Jezuz-Krist, edon en enezenn anvet Patmoz abalamour da c’her Doue hag abalamour da desteni Jezuz-Krist.