Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jozue 14:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Hag ez on c'hoazh hiziv ken nerzhus hag en deiz ma kasas ac'hanon Moizez; bez' em eus bremañ an hevelep nerzh hag an hini em boa neuze evit ar brezel hag evit mont ha dont.

Ver Capítulo Copiar




Jozue 14:11
7 Referencias Cruzadas  

a leugn da c'henoù a vadoù, ma'z eo da yaouankiz adnevezet evel hini un erer.


Deizioù hor bloavezhioù a zeu da zek vloaz ha tri-ugent, hag evit ar re greñvañ da bevar-ugent vloaz. Hag ar c'haerañ eus an deizioù-se n'eo nemet poan ha trubuilh, rak tremen a ra buan hag ez eomp kuit.


met ar re a zo en gortoz eus an AOTROU a nevesa o nerzh, divaskell a zeu dezho evel d'an erered; redek a reont ha ne skuizhont ket, kerzhout a reont ha ne faezhont ket.


Lavarout a reas dezho: Oadet on hiziv a gant ugent vloaz, ne c'hellin ken mont na dont, hag an AOTROU en deus lavaret din: Ne dremeni ket ar Jordan-se.


Da brennoù a vo a houarn hag a arem, ha da nerzh a bado keit ha da zeizioù.


Moizez a oa en oad a gant ugent vloaz pa varvas; ne oa ket gwanaet e zaoulagad, ne oa ket tremenet e nerzh.


Ha bremañ, setu, an AOTROU en deus miret din va buhez, evel m'en doa lavaret. Bez' ez eus pemp bloaz ha daou-ugent abaoe m'en deus lavaret an AOTROU ar gomz-se da Voizez, pa gerzhe Israel er gouelec'h, hag hiziv, setu, em eus an oad a bemp bloaz ha pevar-ugent.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos