La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Adlezenn 33:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Bez' en deus kaerded ar c'hentañ-ganet eus e goleoù, e gerniel a zo kerniel ur bual; ganto e vroudo ar pobloù a-gevret, betek pennoù an douar, bez' ez int dekviliadoù Efraim, bez' ez int miliadoù Manase.

Ver Capítulo



Adlezenn 33:17
27 Referencias Cruzadas  

Met e dad ne reas ket, o lavarout: Anavezout a ran kement-se, va mab, anavezout a ran-se, eñ ivez a zeuio da vezañ ur bobl, eñ ivez a vo bras. Koulskoude e vreur yaouankañ a vo brasoc'h egetañ hag e lignez a vo un engroez a vroadoù.


Sedesia mab Kenaana, o vezañ graet kerniel houarn dezhañ, a lavaras: Evel-henn e komz an AOTROU: Gant ar c'herniel-mañ e vounti ar Siriz betek o distrujañ.


eus hanter-veuriad Manase: triwec'h mil, a voe anvet dre o anvioù evit mont da lakaat David da roue;


mibien Isakar, meizek evit merzout an amzerioù hag anavezout petra a rafe Israel: daou c'hant eus o ofiserien, hag o holl vreudeur dindan o urzh;


Setu mibien Ruben kentañ-ganet Israel, rak eñ a oa ar c'hentañ-ganet; met dre m'en doa saotret gwele e dad, e henañded a voe roet da vibien Jozef mab Israel; koulskoude hemañ ne oa ket evit bezañ merket el lignezouriezh evel henañ.


Juda a voe galloudus e-touez e vreudeur, ha dioutañ eo deuet ur priñs, met an henañded a voe da Jozef.


Mibien hanter-veuriad Manase a chomas er vro adalek Basan betek Baal-Hermon ha Senir, hag e Menez Hermon. Niverus e oant.


Sedesia mab Kenaana, o vezañ graet kerniel houarn dezhañ, a lavaras: Evel-henn e komz an AOTROU: Gant ar c'herniel-mañ e vounti ar Siriz betek o distrujañ.


Dieub va ene eus ar c'hleze, va nemetañ eus pav ar chas!


o lakaat a ra da lammat evel ul leue, al Liban hag ar Sirion evel ur bual yaouank.


Te eo, o Doue, an hini a zo va Roue! Gourc'hemenn dieubidigezh Jakob.


Abalamour da'z re garet-mat da vezañ dieubet, hor savete gant da du dehou hag hor selaou!


Rak setu, da enebourien, o AOTROU, rak setu, da enebourien a ya da goll. An holl re a ra an droug a vo stlabezet.


Ganto e kouezho ar bualed, hag al leueoù gant ar c'holeoù, an douar a vo mezviet a wad, ar poultr leuniet a zruzoni.


Peogwir hoc'h eus bountet gant kostez ha skoaz, hag o deus skoet dre ho kerniel war an holl re zinerzh, betek kas anezho er-maez,


Hag e welis an tourz o skeiñ war ar c'huzh-heol, war an hanternoz ha war ar c'hreisteiz, ha loen ebet ne c'helle derc'hel dirazañ, ha ne oa den da zieubiñ eus e zorn. Ober a rae ar pezh a felle dezhañ, hag e teuas da vezañ bras.


Anavezout a ran Efraim, Israel n'eo ket kuzhet ouzhin, rak bremañ, Efraim, te a zo en em roet d'ar gasterezh, Israel a zo en em saotret.


Petra a rin dit, Efraim? Petra a rin dit, Juda? Ho trugarez a zo evel goabrenn ar beure, evel ar c'hlizhenn taolet pell gant ar mintin.


Pa felle din yac'haat Israel, direizhder Efraim ha drougiezh Samaria a zo en em zispaket. Rak graet o deus faosoni, al laer a zo deuet e-barzh hag ar vandenn he deus skrapet er-maez.


Doue en deus o zennet eus an Ejipt, bez' eo evito evel nerzh ar bual.


Doue en deus e dennet eus an Ejipt, bez' eo evitañ evel nerzh ar bual. Lonkañ a raio ar broadoù a enebint outañ, frikañ a raio o eskern, o zoullañ a raio gant e viroù.


Setu aze tiegezhioù Manase, ar re niveret a voe daou vil hag hanter-kant seizh kant.


Setu aze tiegezhioù mibien Efraim, ar re niveret a voe daou vil ha tregont pemp kant. Setu aze mibien Jozef hervez o ziegezhioù.


Mibien Jozef a gomzas ouzh Jozue o lavarout: Perak ec'h eus roet din da hêrezh ul lodenn hepken, pa'z on ur bobl niverus, en deus benniget an AOTROU betek-henn?


Met ar menez a vo dit, ur goadeg eo, hag e troc'hi anezhi, hag he dibennoù a vo dit, rak e kasi kuit ar Gananeiz, petra bennak m'o deus kirri houarn ha petra bennak ma'z int kreñv.


Neuze Anna a bedas hag a lavaras: Va c'halon a laouena en AOTROU , va c'horn a zo savet gant an AOTROU , va genoù a zigor a-enep va enebourien, dre ma'z on laouen ez silvidigezh.