Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ozea 6:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Petra a rin dit, Efraim? Petra a rin dit, Juda? Ho trugarez a zo evel goabrenn ar beure, evel ar c'hlizhenn taolet pell gant ar mintin.

Ver Capítulo Copiar




Ozea 6:4
19 Referencias Cruzadas  

Hag en desped da gement-se holl, Juda he c'hoar c'hanas n'eo ket distroet ouzhin a-greiz he c'halon, met gant touell, eme an AOTROU.


Ha me, me am eus lavaret: Penaos e lakain ac'hanout e-touez va mibien, hag e roin dit ur vro a zudioù, gwellañ hêrezh armeoù ar broadoù? Hag em eus lavaret: Va gervel a ri: Va zad! Ha ne zistroi ket diouzhin.


Ha c'hwi, graet hoc'h eus un distro war gement-se en ur ober ar pezh a zo reizh ouzh va daoulagad, embannet en deus pep hini ar frankiz evit e nesañ, ha graet hoc'h eus un emglev dirazon, en ti-mañ ma'z eo galvet va anv warnañ.


Met ar bobl-mañ he deus ur galon amjestr ha disent, aet int war adreñv, aet int kuit.


Perak e pardonin dit? Da vibien o deus va dilezet, hag e touont dre ar pezh n'eo ket doue. Me am eus roet dezho o gwalc'h, hag o deus graet avoultriezh, aet int a-vernioù da di ar c'hast.


Ha ne gastizin ket evit an traoù-se, eme an AOTROU, ha n'en em veñjo ket va ene eus un hevelep broad?


Setu perak evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Setu ez an d'o zeuziñ ha d'o amprouiñ, rak penaos e rafen e-giz-all e-keñver merc'h va fobl?


Penaos e tilezin ac'hanout, Efraim? Penaos e teroin ac'hanout, Israel? Hag e rin dit evel da Adma? Hag e lakain ac'hanout evel Zeboim? Va c'halon a zo trefuet em c'hreiz, va holl druezioù a zo fromet.


Setu perak e vint evel goabrenn ar beure, evel glizhenn ar beure o tec'hout, evel ar pell kaset gant an avel diwar al leurenn, evel ar vogodenn o vont kuit dre ar siminal.


Pa felle din yac'haat Israel, direizhder Efraim ha drougiezh Samaria a zo en em zispaket. Rak graet o deus faosoni, al laer a zo deuet e-barzh hag ar vandenn he deus skrapet er-maez.


met n’en deus ket a wrizienn ennañ e-unan, ne bad nemet ur pennad ha, pa zeu ar glac’har pe an heskinerezh abalamour d’ar ger, e kav kerkent un abeg da gouezhañ.


Mibien Israel a reas adarre an droug dirak daoulagad an AOTROU, hag an AOTROU a nerzhekaas Eglon roue Moab a-enep Israel, dre m'o doa graet an droug dirak daoulagad an AOTROU.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos