Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 22:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Sedesia mab Kenaana, o vezañ graet kerniel houarn dezhañ, a lavaras: Evel-henn e komz an AOTROU: Gant ar c'herniel-mañ e vounti ar Siriz betek o distrujañ.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 22:11
20 Referencias Cruzadas  

Hag an holl brofeded a lavare an hevelep profediezh, o lavarout: Pign da Ramod-Galaad hag e ri berzh, hag an AOTROU a lakaio anezhi etre daouarn ar roue.


Neuze Sedesia mab Kenaana a dostaas hag a skoas gant Mika war e jod, en ur lavarout: Dre beseurt hent eo pellaet Spered an AOTROU diouzhin evit komz ouzhit?


Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Na selaouit ket ouzh komzoù ar brofeded a zo o profediñ deoc'h! Ho lakaat a reont da zont da vezañ aner, o tisklêriañ gweledigezh o c'halon ha nann eus genoù an AOTROU.


Lavarout a reont hep paouez d'ar re am dispriz: An AOTROU en deus lavaret: Ar peoc'h ho po, ha d'an holl re a gerzh hervez kaleter o c'halon: Ne c'hoarvezo droug ebet ganeoc'h.


Klevet em eus ar pezh o deus lavaret ar brofeded, o profediñ ar gaou em anv hag o lavarout: Un huñvre am eus bet! Un huñvre am eus bet!


Setu, droug em eus ouzh ar brofeded, eme an AOTROU, a ra gant o zeod o-unan, hag a lavar: Lavaret en deus.


Evel-henn en deus komzet an AOTROU ouzhin: Gra ereoù ha yevioù, laka anezho war da c'houzoug,


evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel, diwar-benn Akab mab Kolaja ha diwar-benn Sedesia mab Maaseja, rak e profedont deoc'h e gaou em anv: Setu ez an d'o lakaat e dorn Nebukadnezar roue Babilon, hag o lakaio d'ar marv dirak ho taoulagad.


Hag e welis an tourz o skeiñ war ar c'huzh-heol, war an hanternoz ha war ar c'hreisteiz, ha loen ebet ne c'helle derc'hel dirazañ, ha ne oa den da zieubiñ eus e zorn. Ober a rae ar pezh a felle dezhañ, hag e teuas da vezañ bras.


He fennoù a varn evit profoù, hec'h aberzhourien a gelenn evit ur gopr, he frofeded a ziougan evit arc'hant, hag en em harpont war an AOTROU o lavarout: Ha n'emañ ket an AOTROU en hon touez? Ar gwalleur ne zeuio ket warnomp!


Dont a reas d’hor c’havout, kemer a reas gouriz Paol hag, oc’h eren e zaouarn hag e zreid, e lavaras: Ar Spered-Santel a lavar kement-mañ: Ar Yuzevien a ereo en hevelep doare e Jeruzalem an den a zo ar c’houriz-mañ dezhañ, ha droukreiñ a raint anezhañ etre daouarn ar baganed.


Bez' en deus kaerded ar c'hentañ-ganet eus e goleoù, e gerniel a zo kerniel ur bual; ganto e vroudo ar pobloù a-gevret, betek pennoù an douar, bez' ez int dekviliadoù Efraim, bez' ez int miliadoù Manase.


Evel m’o deus Jannez ha Jambrez enebet ouzh Moizez, evel-se ivez ar re-mañ a eneb ouzh ar wirionez, tud a skiant hudur ha kollet e-keñver ar feiz.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos