Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 22:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Roue Israel ha Jozafad roue Juda a oa azezet, pep hini war e dron, gwisket gant o dilhad, hag e oant azezet war al leur-gêr e-tal dor Samaria, hag an holl brofeded a oa o profediñ dirazo.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 22:10
13 Referencias Cruzadas  

Pa voe tremenet kreisteiz, e profedjont betek an amzer ma vez kinniget an donezon, met ne voe na mouezh, na respont, na arouez ebet ma veze graet van ouzh ar pezh a raent.


Roue Israel a lavaras da Jozafad: Me a dreuzwisko evit mont d'ar brezel, ha te a wisko da zilhad. Ha roue Israel a dreuzwiskas hag a yeas d'ar brezel.


Roue Israel a zastumas war-dro pevar c'hant profed, hag e lavaras dezho: Ha mont a rin d'ar brezel a-enep Ramod-Galaad pe ned in ket? Hag e respontjont: Pign, rak an Aotrou a lakaio anezhi etre daouarn ar roue.


Neuze roue Israel a c'halvas ur spazhad hag a lavaras dezhañ: Laka buan Mika mab Jimla da zont.


D'an trede deiz Ester a wiskas he dilhad rouanez hag en em zalc'has e leurenn an diabarzh eus ti ar roue, a oa dirak ti ar roue. Ar roue a oa azezet war dron e rouantelezh, en ti roueel, e-tal dor an ti.


Met petra oc’h aet da welout? Un den gwisket gant dilhad kaer? Setu, ar re a zo gwisket gant dilhad kaer a zo e tiez ar rouaned.


met dastumit deoc’h teñzorioù en neñv, e-lec’h n’int distrujet na gant ar mergl na gant ar preñved, hag e-lec’h na doull ket al laeron ha na skrapont ket.


D’un deiz divizet, Herodez, gwisket gant e zilhad-roue hag azezet war e dron, a reas ur brezegenn dezho.


An deiz war-lerc’h eta, Agrippa ha Bereniz a zeuas gant kalz pompad hag a yeas e lec’h ar breujoù gant ar gabitened ha pennoù kêr. Paol a voe degaset dre urzh Festuz.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos