Roue Israel ha Jozafad roue Juda a oa azezet, pep hini war e dron, gwisket gant o dilhad, hag e oant azezet war al leur-gêr e-tal dor Samaria, hag an holl brofeded a oa o profediñ dirazo.
Roue Israel a lavaras da Jozafad: C'hoazh ez eus un den a c'heller goulenn ali digant an AOTROU drezañ, met e gasaat a ran, rak ne vez profedet gantañ mad ebet diwar va fenn, met atav an droug: Mika mab Jimla eo. Jozafad a lavaras: Ra ne gomzo ket ar roue evel-se!