Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 22:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Roue Israel a lavaras da Jozafad: C'hoazh ez eus un den a c'heller goulenn ali digant an AOTROU drezañ, met e gasaat a ran, rak ne vez profedet gantañ mad ebet diwar va fenn, met atav an droug: Mika mab Jimla eo. Jozafad a lavaras: Ra ne gomzo ket ar roue evel-se!

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 22:8
39 Referencias Cruzadas  

E vreudeur a lavaras: Ha ren a ri eta warnomp? Pe hor gouarn a ri? Hag e kasajont anezhañ c'hoazh muioc'h en abeg d'e huñvreoù ha d'e gomzoù.


rak pa zistrujas Jezabel profeded an AOTROU, Abdia a gemeras kant profed hag o c'huzhas, hanter-kant en ur c'hev hag hanter-kant en unan all, hag o magas gant bara ha dour.


Hag e respontas: Gwall fromet on bet gant gwarizi evit an AOTROU, Doue an armeoù, rak mibien Israel o deus dilezet da emglev, diskaret o deus da aoterioù, lazhet o deus da brofeded dre ar c'hleze, me a zo chomet va-unan, hag e klaskont va buhez evit he lemel diganin.


Hag e respontas: Gwall fromet on bet gant gwarizi evit an AOTROU, Doue an armeoù, rak mibien Israel o deus dilezet da emglev, diskaret o deus da aoterioù, lazhet o deus da brofeded dre ar c'hleze, me a zo chomet va-unan, hag e klaskont va buhez evit he lemel diganin.


Akab a lavaras da Elia: Ha va c'havet ec'h eus, va enebour? Hag e respontas: Da gavet em eus, dre ma'z out en em werzhet evit ober ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU.


Ar c'hannad a oa aet da c'hervel Mika a gomzas outañ o lavarout: Setu, ar brofeded a lavar holl, a c'henoù unvan, traoù mat d'ar roue; mar plij, ra vo eta da gomz heñvel ouzh o re, ha disklêr ar mad!


Roue Israel a lavaras da Jozafad: Ha ne'm eus ket lavaret dit, ne vez profedet gantañ mad ebet diwar va fenn, met an droug?


ha lavarit: Evel-henn en deus lavaret ar roue: Lakait an den-mañ en toull-bac'h, ha bevit-eñ gant bara ar glac'har ha dour ar glac'har, betek ma tistroin e peoc'h.


Met Jozafad a lavaras: Ha n'eus ket amañ profed d'an AOTROU ken, evit ma c'houlennatafemp anezhañ?


Neuze roue Israel a c'halvas ur spazhad hag a lavaras dezhañ: Laka buan Mika mab Jimla da zont.


Kerkent ha ma welas Jehu, Joram a lavaras: Evit ar peoc'h eo? Jehu a respontas: Peseurt peoc'h, e-pad m'eo o c'hastaouiñ Jezabel da vamm, gant he strobinelloù e niver ken bras?


Hag e rejont goap ouzh kannaded Doue, o tisprizañ e gomzoù, hag e tismegañsjont e brofeded, betek ma savas kement fulor an AOTROU a-enep e bobl, ken na voe mui a bareañs.


diwall a ra e holl eskern, hini ebet n'eo torret.


Ar goapaer ne blij ket dezhañ bezañ gourdrouzet, ha ned aio biken etrezek ar re fur.


An dud a wad a gasa an den eeun, met an den reizh a ziwall e ene.


Na repren ket ur goapaer gant aon na gasafe ac'hanout, repren un den fur hag e karo ac'hanout.


Gwalleur d'an hini fall! Gwalleur! Rak dastum a raio gopr e zaouarn.


hag a lavar d'an diouganerien: Na welit ket! ha d'ar brofeded: Na brofedit ket ar wirionez, lavarit traoù plijus, profedit touelloù,


Evel-henn e komz an AOTROU, Dasprener Israel, e Sant, d'an hini a vo disprizet gant an dud, euzhus d'ar bobl, sklav ar renerien: Rouaned a welo anezhañ hag e savint, priñsed ivez hag e stouint dirazañ, abalamour d'an AOTROU a zo feal, ha da Sant Israel en deus da zibabet.


Hag e lavaront: Deuit, ijinomp a-enep Jeremiaz un irienn, rak al lezenn ne vo ket kollet e ti an aberzhour, nag ar c'huzul e ti ar fur, nag ar gomz e ti ar profed. Deuit, skoomp warnañ gant an teod, ha na reomp van ebet ouzh e holl lavaroù.


Rak klevet em eus kunujennoù a-berzh kalz a dud: Spouron a bep tu! Tamallit-eñ, hag e damall a raimp! An holl re a oa e peoc'h ganin a zo war spi evit gwelout hag e kouezhin: Marteze e vo paket ha neuze e trec'himp warnañ, hag en em veñjimp dioutañ!


P'en doe Jehudi lennet teir pe peder follenn, ar roue a droc'has al levr gant kanived ar skrib hag en taolas e tan an oaled, ken na voe kuzumet ar roll en e bezh gant tan an oaled.


Ar pennoù a lavaras d'ar roue: Ra vo lakaet an den-se d'ar marv, digalonekaat a ra an dud a vrezel a van er gêr hag an holl bobl, en ur gomz dezho evel-se. Rak an den-se ne glask ket ar mad met gwalleur ar bobl-mañ.


Kasaat a reont an hini a c'hourdrouz anezho ouzh an nor, hag o deus euzh ouzh an hini a gomz gant eeunder.


Mar red un den war-lerc'h an avel, ha mar lavar gevier o lavarout: War ar gwin ha war an evajoù kreñv e roin dit ur brofediezh, hennezh a vo ur profed evit ar bobl-mañ.


Te hag a zo anvet ti Jakob, daoust hag eo buan Spered an AOTROU da gounnariñ? Ar re-se eo da oberoù? Va c'homzoù, ha n'int ket mat gant an hini a gerzh eeun?


Hag e lamis kuit tri mêsaer en ur miz hepken, rak va ene en doa kollet pasianted ganto, hag o ene ivez a oa en em zic'houstet diouzhin.


Kasaet e viot gant an holl abalamour da’m anv, met an hini a gendalc’ho betek ar fin a vo salvet.


Roet em eus dezho da c’her hag ar bed en deus kasaet anezho, abalamour n’int ket eus ar bed, evel n’on ket va-unan eus ar bed.


Ar bed ne c’hell ket ho kasaat, met kasaat a ra ac’hanon, abalamour ma roan testeni anezhañ penaos eo fall e oberoù.


Ha deuet on eta da vezañ hoc’h enebour o lavarout deoc’h ar wirionez?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos