Adlezenn 31:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
An AOTROU a lavaras da Voizez: Setu m'eo tost an deiz ma varvi. Galv Jozue, en em gavit e teltenn an engalv, hag e roin dezhañ va urzhioù. Moizez ha Jozue a yeas d'en em gavout e teltenn an engalv.
Pa dostaas deiz marv Israel, e c'halvas e vab Jozef hag e lavaras: Mar em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, laka, me az ped, da zorn dindan va morzhed ha diskouez em c'heñver madelezh ha fealded: Da bediñ a ran, na sebeilh ket ac'hanon en Ejipt.
En amzer-se e voe Ezekiaz klañv da vervel. Ar profed Izaia mab Amoz a zeuas d'e gavout hag a lavaras dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Laka urzh e-barzh da di, rak mont a rez da vervel ha ne vevi ken.
Hag e komze an AOTROU gant Moizez dremm ouzh dremm, evel ma komz un den ouzh e vignon. Neuze Moizez a zistroe d'ar c'hamp. Met e servijer yaouank, Jozue mab Nun, ne guitae ket an deltenn.
En amzer-se e voe Ezekiaz klañv da vervel. Ar profed Izaia mab Amoz a zeuas d'e gavout hag a lavaras dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Laka urzh e-barzh da di, rak mont a rez da vervel ha ne vevi ken.
Hag o mibien, ar re n'o deus ket bet anaoudegezh, a glevo hag a zesko doujañ an AOTROU ho Toue, e-pad an holl zeizioù ma vevot er vro emaoc'h o vont da berc'hennañ en tu all d'ar Jordan.
Lavarout a reas dezho: Oadet on hiziv a gant ugent vloaz, ne c'hellin ken mont na dont, hag an AOTROU en deus lavaret din: Ne dremeni ket ar Jordan-se.
Hag e roas urzhioù da Jozue mab Nun o lavarout: En em galoneka ha bez kreñv! Rak te a zereno mibien Israel d'ar vro am eus touet dezho, ha me a vo ganit.
Mervel a ri war ar menez a vi pignet warnañ; hag e vi dastumet gant da bobl, evel ma varvas Aaron da vreur war venez Hor, hag e voe dastumet gant e bobl,
Ha setu, mont a ran hiziv dre hent an holl douar. Gouzout a rit eus hoc'h holl galon hag eus hoc'h holl ene, penaos n'eo ket kouezhet ur gomz hepken eus an holl gomzoù mat en deus lavaret evidoc'h an AOTROU ho Toue. Kement tra eo peurc'hraet evidoc'h, n'eo ket kouezhet ur gomz hepken.
Jozue a zastumas holl veuriadoù Israel e Sichem hag a c'halvas henaourien Israel, e bennoù, e varnerien, e ofiserien; hag ar re-mañ en em zalc'has dirak Doue.
Met hiziv e taolit kuit ho Toue en deus ho tieubet eus hoc'h holl boanioù hag eus hoc'h holl c’hlac’haroù, hag e lavarit dezhañ: Met laka ur roue warnomp. En em ziskouezit eta bremañ dirak an AOTROU dre veuriadoù ha dre vilieroù.