Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Rouned 1:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 En abeg da-se, evel-henn e komz an AOTROU: Ne ziskenni ket diwar ar gwele ma'z out pignet warnañ, met a-dra-sur e varvi. Hag Elia a yeas kuit.

Ver Capítulo Copiar




2 Rouned 1:4
14 Referencias Cruzadas  

met, eus gwezenn anaoudegezh ar mad hag an droug ne c'helli ket debriñ diouti, rak an deiz ma tebri diouti e varvi a-dra-sur.


Neuze an naer a lavaras d'ar wreg: Ne varvot ket, tamm ebet,


Te eta, sav ha kae da'z ti. Kerkent ha ma'z aio da dreid e kêr, ar bugel a varvo.


Elia a yeas d'en em ziskouez da Akab. An naonegezh a oa bras e Samaria.


Hag e lavaras dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Peogwir ec'h eus kaset kannaded da c'houlenn ali digant Baal-Zebub doue Ekron, evel na vije Doue ebet en Israel evit goulenn digant e gomz, ne ziskenni ket diwar ar gwele ma'z out pignet warnañ, met a-dra-sur e varvi.


Ar gannaded a zistroas da gavout Akazia, a lavaras dezho: Perak e tistroit?


Hag e respontjont: Un den a zo pignet en arbenn deomp hag en deus lavaret deomp: Kit, distroit da gavout ar roue en deus ho kaset, ha lavarit dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Ha n'eus Doue ebet en Israel, pa gasez da c'houlenn ali digant Baal-Zebub doue Ekron? En abeg da-se, ne ziskenni ket diwar ar gwele ma'z out pignet warnañ, met a-dra-sur e varvi.


En amzer-se e voe Ezekiaz klañv da vervel. Ar profed Izaia mab Amoz a zeuas d'e gavout hag a lavaras dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Laka urzh e-barzh da di, rak mont a rez da vervel ha ne vevi ken.


Elizea a respontas dezhañ: Kae ha lavar dezhañ: A-dra-sur ec'h adsavi! Met an AOTROU en deus diskouezet din e varvo.


Evel ma kas ar reizhder d'ar vuhez, evel-se pleustr an droug a gas d'ar marv.


An hini drouk a zo diskaret en e zrougiezh, met an den reizh en deus esperañs en e varv.


Setu, an holl eneoù a zo din, ene an tad evel ene ar mab, o-daou a zo din. Ene ar pec'her eo an hini a varvo.


rak an AOTROU en doa lavaret anezho: A-dra-sur e varvint er gouelec'h ha ne chomo ket unan anezho, nemet Kaleb mab Jefune ha Jozue mab Nun.


Ha zoken an AOTROU a lakaio Israel ganit etre daouarn ar Filistined. Warc'hoazh e viot ganin, te ha da vibien, hag an AOTROU a lakaio kamp Israel etre daouarn ar Filistined.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos