Jozue 24:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
1 Jozue a zastumas holl veuriadoù Israel e Sichem hag a c'halvas henaourien Israel, e bennoù, e varnerien, e ofiserien; hag ar re-mañ en em zalc'has dirak Doue.
Neuze e rojont da Jakob an holl zoueoù estren o doa, hag ar gwalinier a oa ouzh o divskouarn. Jakob a zouaras anezho didan an dervenn a oa e-kichen Sichem.
Dre-se em eus kerkent kaset da’z kavout, ha mat ec’h eus graet o tont. Bremañ eta emaomp holl amañ dirak Doue, evit klevout kement holl en deus Doue gourc’hemennet dit.
Neuze holl vibien Israel hag an holl bobl a bignas hag a zeuas da Vetel, gouelañ a rejont eno hag en em zalc'hjont dirak an AOTROU, hag e yunjont an deiz-se betek an noz, hag e kinnigjont loskaberzhoù hag aberzhoù a drugarekadennoù dirak an AOTROU.
Met hiziv e taolit kuit ho Toue en deus ho tieubet eus hoc'h holl boanioù hag eus hoc'h holl c’hlac’haroù, hag e lavarit dezhañ: Met laka ur roue warnomp. En em ziskouezit eta bremañ dirak an AOTROU dre veuriadoù ha dre vilieroù.