Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jozue 23:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Mar torrit emglev an AOTROU ho Toue, an hini en deus gourc'hemennet deoc'h, ma kit da servijañ doueoù all ha da stouiñ dirazo, fulor an AOTROU en em dano a-enep deoc'h, hag e varvot buan diwar ar vro vat en deus roet deoc'h.

Ver Capítulo Copiar




Jozue 23:16
16 Referencias Cruzadas  

An AOTROU a skoio war Israel, evel ma vefe hejet ar gorzenn en dour, hag e tiframmo Israel diwar an douar mat-se en doa roet d'o zadoù, hag e stlabezo anezho en tu all d'ar stêr, dre m'o deus graet Asheraoù o kounnariñ an AOTROU.


Met mar distroit diouzhin, c'hwi hag ho mibien, ma ne virit ket va gourc'hemennoù ha va reolennoù am eus lakaet dirazoc'h, ha mard it da servijañ doueoù all ha da stouiñ dirazo,


me a lamo Israel a-ziwar an douar am eus roet dezhañ, me a daolo pell diouzhin an ti-mañ am eus santelaet da'm anv, hag Israel a vo ur vojenn hag ur goapaerezh e-touez an holl bobloù.


Kement-se a c'hoarvezas dre m'o doa pec'het mibien Israel a-enep an AOTROU o Doue, en doa lakaet anezho da bignat eus bro Ejipt, a-zindan dorn Faraon roue an Ejipt, ha dre m'o doa azeulet doueoù all.


En abeg da gounnar an AOTROU a-enep Jeruzalem hag a-enep Juda e c'hoarvezas ma tistaolas anezho diwar e zremm. Ha Sedesia en em savas a-enep roue Babilon.


An douar a zo saotret gant e annezerien, rak torret o deus al lezennoù, cheñchet o deus ar reolennoù, disc'hraet o deus an emglev peurbadus.


Deuet int e-barzh hag o deus he ferc'hennet, met n'o deus ket sentet ouzh da vouezh, n'o deus ket kerzhet hervez da lezenn, n'o deus graet netra eus ar pezh az poa gourc'hemennet dezho ober. En abeg da-se ec'h eus graet d'an holl zroug-mañ dont warno.


Setu ez eo savet tosennoù a-enep kêr evit he zapout, hag ar gêr a vo lakaet etre daouarn ar Galdeiz a ra brezel outi gant ar c'hleze, an naonegezh hag ar vosenn. Ar pezh ac'h eus lavaret a zo c'hoarvezet, hag e welout a rez.


Hag e rin deoc'h evel m'em boa divizet ober dezho.


o vont war-lerc'h doueoù all o servijañ anezho hag o stouiñ dirazo, dirak an heol pe dirak al loar pe dirak holl arme an neñv, ar pezh ne'm eus ket gourc'hemennet,


Ma ne sentez ket ouzh mouezh an AOTROU da Zoue, ma ne virez ket e holl c'hourc'hemennoù hag e holl reolennoù a gemennan dit hiziv ha ma ne rez ket diouto, setu an holl vallozhioù a zeuio warnout hag a c'hoarvezo ganit:


rak an AOTROU da Zoue a zo ez kreiz un Doue gwarizius. Fulor an AOTROU da Zoue en em danfe a-enep dit, hag e lamfe ac'hanout a-ziwar an douar.


Fulor an AOTROU en em danas a-enep Israel, hag e lakaas anezho etre daouarn preizhataerien o freizhas, hag e werzhas anezho etre daouarn o enebourien tro-dro, ha ne c'helljont ken derc'hel dirak o enebourien.


Fulor an AOTROU en em danas a-enep Israel, hag e lavaras: Peogwir he deus ar bobl-mañ torret va emglev am boa roet d'o zadoù, ha n'o deus ket sentet ouzh va mouezh,


Met mar grit an droug, e viot distrujet, c'hwi hag ho roue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos