Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Jozue 23:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Hag evel ma'z eo c'hoarvezet ganeoc'h an holl gomzoù mat en deus lavaret an AOTROU ho Toue, evel-se e lakaio da zont warnoc'h an AOTROU an holl gomzoù fall, betek ma'z eot da get a-ziwar c'horre ar vro vat-mañ en deus roet deoc'h an AOTROU ho Toue.

Ver Capítulo Copiar




Jozue 23:15
18 Referencias Cruzadas  

An AOTROU a skoio war Israel, evel ma vefe hejet ar gorzenn en dour, hag e tiframmo Israel diwar an douar mat-se en doa roet d'o zadoù, hag e stlabezo anezho en tu all d'ar stêr, dre m'o deus graet Asheraoù o kounnariñ an AOTROU.


Benniget ra vo an AOTROU en deus roet diskuizh d'e bobl Israel, hervez kement en doa lavaret. N'eus ket kouezhet ur ger hepken eus an holl gomzoù mat en doa disklêriet dre Voizez e servijer.


Abalamour da-se eo lonket an douar gant ar vallozh, e annezerien a zoug o foan, tud an douar a zo kuzumet, ne chom ken nemet nebeut a dud.


Setu ez eo savet tosennoù a-enep kêr evit he zapout, hag ar gêr a vo lakaet etre daouarn ar Galdeiz a ra brezel outi gant ar c'hleze, an naonegezh hag ar vosenn. Ar pezh ac'h eus lavaret a zo c'hoarvezet, hag e welout a rez.


Rak evel-henn e komz an AOTROU: Evel ma em eus graet d'an holl zroug bras-se dont war ar bobl-mañ, evel-se e rin dont warno d'an holl vad a brometan dezho.


En abeg da-se, evel-henn e komz an AOTROU, Doue an armeoù, Doue Israel: Setu ez an da zegas war Juda ha war holl dud Jeruzalem an holl zroug am eus disklêriet a-enep dezho, dre ma em eus komzet outo ha n'o deus ket selaouet, ma em eus galvet anezho ha n'o deus ket respontet.


Mar kerzhit hervez va reolennoù ha mar mirit va gourc’hemennoù ha grit hervezo,


o virout ouzhimp da gomz d’ar baganed evit ma vint salvet, hag o leuniañ dre-se bepred muioc’h muzul o fec’hedoù. Met fulor Doue a zo deuet warno a-benn ar fin.


Mibien Israel a reas adarre an droug dirak daoulagad an AOTROU, hag an AOTROU o lakaas etre daouarn ar Filistined e-pad daou-ugent vloaz.


Mibien Israel a reas adarre an droug dirak daoulagad an AOTROU, hag an AOTROU a nerzhekaas Eglon roue Moab a-enep Israel, dre m'o doa graet an droug dirak daoulagad an AOTROU.


Fulor an AOTROU en em danas a-enep Israel, hag e werzhas anezho etre daouarn Kushan-Rishataim roue Mezopotamia. Hag e voe mibien Israel sujet da Gushan-Rishataim e-pad eizh vloaz.


Mibien Israel a reas an droug dirak daoulagad an AOTROU, hag an AOTROU o lakaas etre daouarn Madian e-pad seizh vloaz.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios