La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Adlezenn 30:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Pa c'hoarvezo an holl draoù-se am eus diskouezet dit, ar vennozh hag ar vallozh, ha pa soñji enno ez kalon e-touez an holl bobloù e-lec'h m'en devo kaset ac'hanout an AOTROU da Zoue,

Ver Capítulo



Adlezenn 30:1
25 Referencias Cruzadas  

Setu, ec'h eus va argaset hiziv eus an douar-mañ hag e vin kuzhet pell diouzh da zremm. Bez' e vin ur c'hantreer hag un tec'her war an douar, hag en em gavo penaos piv bennak am c'havo am lazho.


selaou anezho eus an neñvoù, pardon pec'hed da bobl Israel, degas anezho d'an douar ac'h eus roet d'o zadoù.


Rak mar distroit d'an AOTROU, ho preudeur hag ho mibien a gavo trugarez e-kichen ar re o deus o zapet evit an harlu, hag e tistroint d'ar vro-mañ, rak an AOTROU ho Toue a zo truezus ha trugarezus, ha ne zistroio ket e zremm diouzhoc'h, mar troit davetañ.


ha goude, e tistroiot din, hag e virot va gourc'hemennoù, hag e reot hervezo, ha neuze, pa viot bet kaset betek pennoù an neñvoù, e tastumin ac'hanoc'h ac'hane, hag ho tegasin d'al lec'h am eus dibabet evit lakaat va anv.


Ho pet soñj eus an traoù-mañ ha bezit gwazed! Degasit anezho da soñj d'ho kalonoù, pec'herien!


Rak en em lakain da vezañ kavet ganeoc'h, eme an AOTROU, hag e tegasin en-dro ho re zalc'het, ho tastumin a-douez an holl vroadoù hag eus an holl lec'hioù ma em bo ho kaset kuit, eme an AOTROU, hag ho tegasin en-dro d'al lec'h am boa ho harluet diwarnañ.


Anzav da zireizhder, ma'z out en em savet a-enep an AOTROU da Zoue, ma ec'h eus troet amañ-ahont da gammedoù etrezek an diavaezidi dindan pep gwezenn c'hlas, ha ma ne'c'h eus ket selaouet va mouezh, eme an AOTROU.


Ar marv a vo gwelloc'h eget ar vuhez evit an holl re a vano eus ar ouenn fall-se, a vano en holl lec'hioù ma em bo o c'haset, eme AOTROU an armeoù.


O vezañ sellet pizh ha distroet diouzh e holl bec'hedoù en deus graet, a-dra-sur e vevo, ne varvo ket.


Ho re hag a vo en em dennet o devo soñj ac'hanon e-touez ar broadoù ma vint dalc'het enno, dre ma em bo rannet o c'halon avoultr a zo en em zistroet diouzhin, kenkoulz hag o daoulagad avoultr a zo aet war-lerc'h o idoloù. Heug o devo outo o-unan en abeg d'an droug o devo graet hag en abeg d'o holl euzhusterioù.


O stlabezet em eus e-touez ar pobloù, met er broioù pell o devo soñj ac'hanon, hag e vevint gant o mibien, hag e tistroint.


O vezañ deuet ennañ e-unan, e lavaras: Pegement a vevelien gopraet gant va zad o deus bara e-leizh, ha me a zo o vervel gant an naon!


An AOTROU a skoio warnout gant follentez, dallentez, digalonegezh,


An AOTROU a stlabezo ac'hanout e-touez an holl bobloù, adalek penn an douar betek dibenn an douar, hag e serviji eno doueoù all na'z po ket anavezet, na te na da dadoù, koad ha maen.


Kounnar an AOTROU a zo en em danet a-enep ar vro-mañ, evit lakaat da zont warni an holl vallozhioù skrivet el levr-mañ.


An AOTROU en deus tennet anezho eus o douar, gant kounnar, fulor ha brouez bras, hag en deus o zaolet en ur vro all, evel ma weler hiziv.


Setu, lakaet em eus dirazout hiziv ar vuhez hag ar mad, ar marv hag an droug.


Kemer a ran hiziv an neñvoù hag an douar da dest en hoc'h enep, penaos em eus lakaet dirazout ar vuhez hag ar marv, ar vennozh hag ar vallozh. Dibab ar vuhez evit ma vevot, te ha da lignez,


An AOTROU a varno e bobl, met ouzh e servijerien en devo truez, pa welo ez eo aet o nerzh, ha n'eus den ken, na re zalc'het na re zieubet.