Ne c'hoarvezo ket e ri un hevelep tra, ma lakafes da vervel an den reizh gant an den fallakr, e doare ma vefe kemeret an den reizh evel an den fallakr. Nann, ne ri ket! An hini a varn an douar holl, ha ne raio ket hervez ar reizhder?
Adlezenn 1:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned En amzer-se em eus roet urzhioù d'ho parnerien o lavarout: Selaouit ho preudeur ha barnit gant reizhder etre un den hag e vreur pe un diavaeziad. |
Ne c'hoarvezo ket e ri un hevelep tra, ma lakafes da vervel an den reizh gant an den fallakr, e doare ma vefe kemeret an den reizh evel an den fallakr. Nann, ne ri ket! An hini a varn an douar holl, ha ne raio ket hervez ar reizhder?
Doue Israel en deus lavaret, Roc'h Israel en deus komzet drezon: An hini a ren e-touez an dud gant reizhder, an hini a ren gant doujañs-Doue,
Ne wallgasi ket an diavaeziad ha n'en mac'hi ket, rak c'hwi a zo bet ivez diavaezidi e bro Ejipt.
Ne ri ket a zireizhder en da varnedigezh, ne zougi ket bri d’an den paour ha n’enori ket an den bras, met e varni da nesañ gant reizhder.
Un hevelep barnedigezh ho po, an diavaeziad a vo evel an henvroad. Me eo an AOTROU ho Toue.
Degas a ri anezhañ dirak Eleazar an aberzhour ha dirak an holl vodadenn, hag e roi dezhañ ur garg dirazo.
Kemeret em eus neuze pennoù ho meuriadoù, tud fur hag anavezet, ha lakaet em eus anezho evel pennoù warnoc'h: kabitened a vilieroù, kabitened a gantoù, kabitened a hanter-gantoù, kabitened a zegoù hag ofiserien e-touez ho meuriadoù.
Ne heskini ket ar mevel paour hag ezhommek, a-douez da vreudeur pe a-douez an diavaezidi a vo ez pro hag e-barzh da zorojoù.
Pa savo un tabut etre tud, hag e tostaint ouzh al lez-varn evit bezañ barnet, e vo reishaet an hini reizh ha kondaonet an hini fall.
An AOTROU a lavaras da Voizez: Setu m'eo tost an deiz ma varvi. Galv Jozue, en em gavit e teltenn an engalv, hag e roin dezhañ va urzhioù. Moizez ha Jozue a yeas d'en em gavout e teltenn an engalv.
Anavezout a rit ivez penaos hon eus aliet, kalonekaet hag aspedet start pep hini ac’hanoc’h, evel un tad e-keñver e vugale,
Da bediñ a ran start dirak Doue, an Aotrou Jezuz-Krist hag an aeled dibabet, da virout an traoù-mañ hep van a zen ha d’ober netra en un doare untuek.
Kemenn da re binvidik ar c’hantved-mañ ma chomint hep bezañ ourgouilhus hag hep lakaat o esperañs en argred ar pinvidigezhioù, met en Doue bev a ro deomp an holl draoù gant fonnusted evit ma laouenafemp ganto,