Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 19:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Ne ri ket a zireizhder en da varnedigezh, ne zougi ket bri d’an den paour ha n’enori ket an den bras, met e varni da nesañ gant reizhder.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 19:15
20 Referencias Cruzadas  

Daoust hag e savit anezhañ, hag e vreutait evit Doue?


Ne rin van eus diavaez an dud, ha ne loavin den ebet.


Piv a ra van ebet eus ar re vras, ha n'anavez ket ar pinvidig muioc'h eget ar paour? Rak ez int holl oberoù e zaouarn.


Betek pegoulz e viot barnerien disleal, hag e reot van ouzh diavaez ar re zrouk?


Dibab a-douez ar bobl holl tud barrek o toujañ Doue, tud leal o kasaat ar gounid dizonest, ha laka anezho warno evel renerien a vilieroù, renerien a gantoù, renerien a hanter-kantoù ha renerien a zegoù.


N'eo ket mat lakaat evezh ouzh an den drouk, evit ober gaou d'an hini reizh er varnedigezh.


Setu ivez ar pezh a zeu eus ar re fur: n'eo ket mat sellout ouzh diavaez an dud er varnedigezh.


Digor da c'henoù, barn gant reizhder, breuta kaoz ar beorien hag an ezhommeien.


Ne reot ket a zireizhder er barnedigezhioù nag er muzulioù nag er pouezioù nag en endalc’hioù.


Na varnit ket hervez an diavaez, met barnit hervez ar reizhder.


Neuze Paol a lavaras dezhañ: Doue a skoio ac’hanout moger wennaet! Azezet out evit va barn hervez al lezenn, hag e terrez al lezenn o c’hourc’hemenn va skeiñ.


Ne reot van eus diavaez an dud er barnedigezhioù, selaou a reot an hini bihan evel an hini bras, n'ho po aon rak den ebet, rak ar varn a zo da Zoue, hag e lakaiot da zont dirazon an dra a vo re ziaes evidoc'h, ha me he c'hlevo.


Rak an AOTROU ho Toue eo Doue an doueoù had Aotrou an aotrounez, an Doue bras, galloudek ha spontus, na ra van ebet eus diavaezioù an dud ha na gemer ket a zonezon,


Ne wei ket ar barnedigezhioù, ne ri van eus diavaez an dud, ne zegemeri ket donezonoù, rak an donezonoù a zall daoulagad ar re fur hag a vrein komzoù ar re reizh.


Milliget ra vo an hini a gemm barnedigezh un diavaeziad, un emzivad, un intañvez! Hag an holl bobl a lavaro: Amen!


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos