16 N’i ket da embann brud fall e-touez da bobl. Ne savi ket a-enep gwad da nesañ. Me eo an AOTROU.
Un den a ro e vignoned d'an diwisk, ha daoulagad e vugale a vo kuzumet.
Lemel a rin kuit an hini a zroukkomz e kuzh diwar-benn e nesañ. Ne c'hellin ket padout gant an hini en deus ar sell faeüs hag ar galon c'hwezet.
an hini n'implij ket e deod da villigañ, an hini na ra ket droug d'e nesañ ha na zismegañs ket e amezeg,
Pa azezez, e komzez a-enep da vreur, hag e tizenor mab da vamm.
Ne lavari ket a falstesteni a-enep da nesañ.
Ne hadi ket a vrud faos. Ne bresti ket da zorn d'an den fall evit bezañ falstest.
Pellaat a ri eus pep komz gaouiat, ne lakai ket da vervel an den didamall hag an den reizh, rak me ne reishain ket an den fall.
An hini a guzh ar gasoni en deus muzelloù touellus, hag an hini a skuilh an drouklavar a zo diboell.
An droukkomzer a ziskuilh ar sekredoù, met an hini a zo leal a spered a guzh an afer.
An droukkomzer a ziskuilh ar sekredoù, pella eta diouzh an hini a gar digeriñ e vuzelloù.
Holl int disent, ha muioc'h eget disent, droukkomzerien, evel arem hag houarn, holl int aet brein.
Ra ziwallo pep hini ouzh e vignon ha ra ne fizio e breur ebet, rak pep breur a glask distroadañ, ha pep mignon a skuilh drouklavaroù.
droukkomzerien a zo bet en da greiz evit skuilhañ gwad, tud eus da greiz o deus debret war ar menezioù, tud eus da greie o deus graet traoù euzhus,
o lavarout: Pec’het em eus o troukreiñ ar gwad didamall. Met int a lavaras dezhañ: Petra a ra-se deomp? An dra-se a sell ouzhit.
Milliget ra vo an hini a zegemer un donezon evit skuilhañ gwad un ene didamall! Hag an holl bobl a lavaro: Amen!
En hevelep doare, ra vo o gwragez poellek, hep droukkomz, habask, feal en holl draoù.
hep karantez naturel, didruez, droukkomzerien, diroll, garv, enebourien d’an dud vat,
ra o devo ivez ar gwragez oadet an diavaez a zere ouzh ar santelezh, ra ne vint na droukkomzerezed, na re dechet d’ar gwin, ra gelennint ar mad,
O tilezel eta pep fallentez, pep touellerezh, pep troidellerezh, pep gwarizi ha pep droukkomz,
Setu, da zaoulagad o deus gwelet hiziv en deus da lakaet an AOTROU hiziv etre va daouarn er c'hev, ha lavaret eo bet din da lazhañ. Met da espernet em eus en ur lavarout: Ne lakain ket va dorn war va aotrou, rak olevad an AOTROU eo.