Ezaü a gasaas Jakob abalamour d'ar vennozh en doa roet dezhañ e dad. Hag Ezaü a lavaras en e galon: Deizioù kañv va zad a dosta hag e lazhin Jakob va breur.
Ra skoio an den reizh warnon, kement-se a vo ur vadelezh din, ra c'hourdrouzo ac'hanon, kement-se a vo eoul war va fenn na zistroio ket, met bepred e pedin evitañ en e boanioù.
ha, daoust ma’c’h anavezont urzh Doue a varn dellezek a varv ar re a ra ar seurt traoù-se, n’int ket hepken ouzh o ober, met ouzhpenn ec’h asantont d’ar re o gra.
Hag oc’h en em c’hwezhet gant an ourgouilh! Ha n’oc’h ket, er c’hontrol, bet er glac’har, evit ma vo lamet eus ho touez an hini en deus graet kement-se?
Breudeur, mar degouezh d’un den bezañ kavet en ur faot bennak, c’hwi hag a zo speredel, eeunit anezhañ gant ur spered a zouster. Laka evezh da-unan gant aon na vefes ivez temptet.